Lennegezh vrezhonek e Brest : Nidiad hag Herve Lossec

Conference debat publié le 3/12/10 8:38 dans Langues de Bretagne par Michel Treguer pour Michel Treguer

En abadenn « Café Breton » d'ar meurzh 7 a viz Kerzu, 6 eur noz, stal-levrioù Dialogues, straed Siam e Brest, e vo kaoz eus lennegezh vrezhonek, ha pa vefe aes da lenn pe skiantekoc'h...


Gwendal Piégeais ha Malo Adeux a ginnigo «Nidiad», ur gelaouenn gouestlet da gudennoù ar grouidigezh e tachennoù al lennegezh, ar varzhoniezh, ar brederouriezh, an arz, an istor, h.a.


Diouzh un tu all, e vo kinniget gant Herve Lossec e levrioù diwezhañ :

«Ar friko milliget», ur romant skrijus troet diwar levr Anne Guillou Noce maudite

«Les Bretonnismes», ur studiadenn fentus eus an troioù lavar deuet deus ar brezhoneg e galleg ar vro – «Tu pe du», un dastumad danevelloù evit ar re yaouank a zo war listenn prizioù France 3 miz Genver a zeu...

E brezhoneg penn da benn !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 3 ?