Bretoned Bro Vietnam a lid koun Emgann Ballon

Communiqué de presse publié le 26/11/10 9:34 dans La diaspora par Le Fol Jacques pour Le Fol Jacques

Al linvadenn e Saïgon en endervezh an 22vet a viz Du n'he deus ket harzet un nebeut a dud izili Kevredigezh Bretoned Bro Vietnam da dreuzin an dour beuz ha da zont d'an Tavarn Sheridan, evit envorin an emgann gounezet gant Nominoe er bloavezh 845 hag he doa lakaet Breizh d'en em gadarnin en ur vroad dizalc'h evit ar 700 bloaz da heul.


Prezegenn kadoriad KBBV, Mikael Gwilhom


Kenvroidi ker,

Hiziv eo un deiz ispisial. Un deiz a lorc'h hag un deiz al levenez evit toud ar vrogarourien Breizh peogwir e lidomp hiziv emgann Ballon gounezet gant tad hor Vro, Roue Nominoe e Baen-Ballon.

Broad Breizh a voe ganet e Ballon setu bremañ mil kant pemp ha tri ugent bloaz. Broad Breizh a voe ganet e gwad hon hendadoù ha tre o gwad ha dre spered Tad ar Vro. Dalc'homp soñj eus emgann Ballon evit stourmoù da zont.

Bevet Breizh!



Goude bezan klevet prezegenn kadoriad KBBV, Mikael Gwilhom, o tisplegan istor Nominoe ha pouez trec'h e Ballon evit hor vro ez eo bet dereet merkoù a enor Urzh ar C'Horvelloù da Micheal Forsyth eus Bro Iwerzhon, perc'henn tavarn Sheridan. Tavarn Sheridan a zo ur poent bodennin evit tud ar broioù keltiek hag arall e Saïgon.

Enoret eo bet ivez Mikael Gwilhom, kadoriad ha diazezer KBBV a-gevret gant Jakez Ar Fol, a-vremañ eil-kadoriad, evit o labour krouiñ ha diorroiñ ar c'hevredigezh.

KBBV a zo bet krouet dek bloaz 'zo e Saïgon hag marilhet ent ofisiel e 2009 gant palioù-mañ :

• Bodañ Bretoned ha mignoned Breizh e Saïgon ;

• Diorroiñ liammoù war dachenn an armerzh etre Bretoned e Vietnam hag e Breizh ;

• Talvoudekaat yezh ha sevenadur Breizh ;

• Aozan lidadur gouel Erwan e Saïgon ;

• Diorroiñ liammoù gant ar broioù Keltieg tra-mor en ur daremprediñ gant kevredigezhioù heñvel ar vroioù se o vezañ anezho e Saïgon.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 1 ?