Ar forzhioù a gomz : atersadenn gant an droourez

Présentation de livre publié le 25/11/10 23:32 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20669/20669_1.jpg
owy7of61mpuwkpbe9l20.mp4, 3zsgeudn2zuup22jtc9i.mp4, dui0tqd3z8z9rtc9i17p.mp4

«Ar forzhioù a gomz», setu troidigezh «Les Monologues du vagin», ur pezh c'hoari c'hoariet e Broadway e 1996 hag en doa graet berzh e bed a-bezh (troet e 46 yezh, c'hoariet e 130 bro). Skrivet e oa bet gant Eve Ensler e Stadoù Unanet, goude bezañ bet aterset merc'hed er vro. Dibaoe e oa bet dastumet komzoù merc'hed all, graet kazi tro ar bed gant merc'hed o embann o identelezh, ar pezh a vez gouzañvet ganto hag ar pezh a vez bevet mat ivez...

Krouet e oa bet ganti ivez ar V-Day, un devezh e lec'h e vez aozet abadennoù e pep lec'h, hag e vez roet an arc'hant dastumet da strolladoù a ra war dro merc'hed gwallgaset er bed.

Gant Ninnog Latimier-Kervella eo bet troet al levr embannet e 1996 e saozneg. N'he deus ket lennet na welet zoken an abadenn e galleg. N'eo ket bet levezonet gant skrid ebet a-raok kregiñ gant al labour treiñ. Ouzhpennet he deus gerioù evel «kig ha fars», evit reiñ un tamm blaz Breizh d'an destenn.

N'eo ket bet aes da gavout gerioù a zere, peogwir ne vez ket komzet kalz deus traoù ken nes gant an dud. Penaos treiñ ? O c'houlenn gant ar re gozh, brezhonegerien a-vihanig ? O adlenn levr Martial Menard «Alc'houez bras ar baradoz vihan» ?

Seblantout a ra lennegezh Breizh o klask hentoù nevez ha mont er maez deus ur serten bed e lec'h emañ ar baotred niverusoc'h hag a gomz en o anv-dezho. Marteze e vo digoret amañ un doare all da ziskouez ar bed dre ur sell disheñvel ?

E pep lec'h er bed e vez flastret gwirioù ar merc'hed, ha pa vo merc'hed Breizh o komz, marteze e vo komzoù kreñv, komzoù brav ... O c'hortoz e vefe lennet, c'hoariet, leurenniet e Breizh an destenn-mañ.

Embannet gant An Alarc'h, (voir notre article), 8 euro, da brenañ e stal levrioù.

Al lec'hienn : : (voir le site)


Vos commentaires :
Henry Paskal
Dimanche 22 décembre 2024

Ma ne vije ket bet e brezhoneg n'em bije ket lennet al levr-se. Domaj e vije bet. Fromus ken he ken eo an istorioù berr ha birvidig-birvidig an droidigezh. En ur lakaat liammoù a bep seurt gant sevenadur Breizh he deus tostaet an droidegezhed an destenn ouzh hor c'halon ha war ar memes taol lakaet war-well eo ar c'homzioù-se reoù ar bed a bezh.

Paskal.


Milio Latimier
Dimanche 22 décembre 2024
Ma, drol e kavan un tamm ar bomm-mañ :

«Penaos treiñ ? O c'houlenn gant ar re gozh, brezhonegerien a-vihanig?»

Rak evit an dud n'anavezont ket Ninnog, e c'hallfent krediñ he deus desket brezhoneg nevez zo. Mat e c'hellfe bezañ menegiñ ez eo bet hi savet en ur familh a rae hag a ra bepred gant ar brezhoneg. Talvoudus e c'hell bezañ diskouez ne gaver ket dre ret, e-diabarzh ur familh brezhoneger zoken, an degouezhioù, ar prantadoù, an digarezioù, hag ar geioù neuze, da lakaat ar gaoz war danvez ar reizh, an darempredoù korf. Ar re a ra gant ar galleg n'o deus ket da vezañ brederiañ kement-se ken: an tele hag Internet zo aze evit ober al «labour».


Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 3 ?