Ur wech e oa, Douar ar Baganiz

Communiqué de presse publié le 22/11/10 14:43 dans Langues de Bretagne par Gwenael Dage pour Ya !
t:1
https://abp.bzh/thumbs/20/20630/20630_1.jpg
Al lestr peñseet en aod.

Edo an avel o yudal p'en em gavis e terouer Meneham e parrez Kerlouan d'ar 26 a viz Here. Diwar an hent e welen beg ur wern uhel en aod e-touez ar reier. Klaoustre e oa bet taolet ul lestr eno gant ar mor diroll. En ur dostaat avat e voe anat din ne oa ket anezhañ ul lestr peñseet e gwir. Ar wern-se a oa bet unan eus teir gwern Bag an Ankou. Ul lestr estlammus m'en doa Loeiz Benig bevet en e vourzh troioù-kaer ha spouronus etre Rekourañs, Londrez ha Molenez. Bremañ edo lakaet ar wern gozh da labourat adarre, da vezañ test ur peñse spontus o tegas d'e heul gwalleurioù skrijus.

Nikolaz Hervoches, filmsavour anezhañ, a oa Douar ar Baganiz war e spered pell oa. Kroget en doa d'ober filmoù Super 8 pa oa paotr yaouank. E vennozh e oa gellout sevel ur film bras e Meneham gant tud ar vro. Ur peur bennak ! E 2010 e oa bet dibabet asambles gant c'hwec'h film-skrivagner all, gant Groupe Ouest. Setu e hunvre o tont da wir, pe dost.

Kemer a ra perzh e raktres Groupe Ouest : Ur wech e oa pemp. Diwar an istor-film en deus skrivet Nikolaz e vezo savet tri rak-film. Evel-se, diwar ar filmoù berr, e c'hello ar sevenour yaouank, deskiñ penaos sevel ur film hir, diwezhatoc'h. Tro dezhañ ivez da gemer perzh e raktres bras Groupe Ouest ; krouiñ ur gwir studio sinema e Bro Bagan. Ha gant plijadur !

Petra eo Groupe Ouest 'ta ? Ur gevredigezh an hini eo, bet savet e 2006 diwar intrudu Anton ar Bos, ur film-skivagner bet ganet e Landerne. Pevar den a-vicher zo o labourat er gevredigezh-se, tud a-youl-vat ha meur a vadoberour o reiñ arc'hant da gas ar stal en-dro. Lakaat sevel filmoù hir e Breizh eo o mennozh en ur implijout tud ar vro hag a zo barrek war arz ar sinema. Da lavaret eo krouiñ filmoù azalek ar penn kentañ betek ar penn diwezhañ, asambles gant tud Europa a-bezh. Unan eus o labourioù pouezusañ eo pleustriñ war an teknikoù hag an ardivinkoù nevesañ, arnevesañ.

Teknologiezhioù nevez : 3D, pellgomz...

An teknikerezh arnevez eo pal ar raktres Ur wech e oa pemp just a-walc'h. Ur c'henlabour gant Rann ar skeudennoù ha rouedad Telecom Breizh. Ur filmig teknik ordinal, ur filmig 3D hag ur filmig gant ur pellgomz hezoug a oa bet savet diwar istor Nikolaz Hervoches e Meneham etre an 23 hag an 30 a viz here.

Ar filmouigoù-se, rakfilmoù Douar ar Baganiz, eo ar re gentañ bet sevenet gant Groupe Ouest hag a oa bet diskouezet d'an dud, da geñver Festival ar filmoù berr e Brest (8-14 a viz Du). Fellout a ra d'ar Strollad lakaat sevel daou pe dri film hir e Breizh bep bloaz. Ken dillo all e vo Douar ar Baganiz unan eus ar re gentañ anezho.

Ur bloavezh fonnus evit Groupe Ouest ! Estreget filmañ emañ o labourat war ur raktres bras all : lakaat sevel ur greizenn fiñvskeudennoù e ti-gar kozh Plouneour-Traezh. Loc'het eo an traoù a-gevret gant Kumuniezh Lesneven hag ar Vro Bagan. Da zibenn 2011 e tlefed stagañ gant al labourioù.

N'eo ket toc'hor Douar ar Baganiz c'hoazh ! Yac'h ha dibikouz, ne lavaran ket. Kalz a draoù en deus da zeskiñ deomp c'hoazh.Digorit mat ho tivskouarn ! Emañ Nikolaz Hervoches, puchet a-dreñv e lagad-kamera, o vont da zisklêriañ deomp kontadennoù kuzh, mojennoù sebezus hag a lakaio hor c'halonoù da dridal ha da skrijal.

Pennok eo an den evel ar... Baganiz ! P'en devez paket peg en un dra bennak n'eo ket aes e lakaat da ziskregiñ. Ha pebezh enor evit Plouiz-Eneour ! Prestik ez aio ar vrud anezho en tu all d'ar mor.

Yann-Vadezour Bourgoin

Brezhoneg gant Goulc'han Kervella


Vos commentaires :
Lundi 20 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 4 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.