Poent eo saveteiñ ar presbital kozh !

Agenda publié le 19/11/10 23:22 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20620/20620_1.jpg

Setu bremañ pevar miz m'eo bet roet lañs d'ar souskripsion ha tremen poent eo trugarekaat ar re o deus roet arc'hant evit ar Presbital Kozh. Evit a sell deus ar c'hevredigezhioù emaomp o kregiñ da c'houlenn sikour gante, setu n'int ket gwall niverus evit poent, met war gresk buan e yay an niver deusoute mechañs !


N'eo ket echu ar stourm evit ar Presbital Kozh e Landelo : ur fest-noz vras a vo aozet gant ar c'homite skoazell d'ar 4 a viz Kerzu 'ba sal Penn ar Pont er c'hastell-Nevez ar Faou, gant sonerien ha kanerien deus ar re wellañ :

Re an Are ; Avel ar Menez ; Diroll ; Lors Jouin/Eric Menneteau ; Irvoas Tad ha Mab ; Lors Landat/Manon Le Querler ; Branellec/Mer ; L'Haridon/Madec ; Poulmarc'h/Lozac'h ; Riou/Flammer.

Deuit niverus da skoazellañ ac'hanomp. Moaien vo deoc'h reiñ arc'hant evit ar Presbital Kozh e-pad ar fest-noz, dre leuniañ paperoù souskripsion.

Evit goût hiroc'h, kit da daoler ur sell war blog ar c'homite skoazell :

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 4 ?