D'an 20 hag 21 a viz Du 2010 e kreizenn Amzer Nevez Plañvour (bro an Oriant) e vo dalc'het tregontvet kendalc'h broadel UDB.
Gortoz a reer 150 dileuriad a-berzh seizh kevredad UDB evit un abadenn virvidik etre an emsaverien. Disadorn goude merenn e vo komzet dreist-holl eus hentoù politik UDB evit an daou vloaz o tont.
En ur soñjal ha prederiañ war stad ar gevredigezh ec'h embanno emsaverien UDB o strategiezh evit ar strollad, an emglevioù.
Disul vintin da unnek eur rik e tegemero UDB gant plijadur : Jill Evans, a zo prezidantez « Plaid Cymru » (Kembre), kannad Europa abaoe 1999 ha prezidantez Emglev Libr Europa (ELE) e Parlamant Europa.
Lakaat a raio Jill Evans ar gaoz war pezh zo bet degaset gant an emrenerzh e Kembre. Ha kement hag ober war an devolusion e Breizh-Veur ha penaos e ya war-raok, tra ma chomomp e Frañs Sarkozy gant an tu-kleiz en deus bet votet ul lezenn fall-put war ar strollegezhioù ha tregont vloaz an digreizennañ en e boull. Pep hini zo degemeret er brezegenn gant Jill Evans. Digor d'an holl.
Tud ar sindikadoù a zeuio ivez, evit komz diwar-benn ar retredoù.
Pa'z echuio an daou devezhiad labour, ar burev politik nevez a zilenno dileuridi UDB. Dav e vezo dezhañ ober gant disoc'hoù ar c'hendalc'h.
Titouroù a faot deoc'h, darempred evit ar gazetennourien :
jef.monnier@udb-bzh.net
■