Emvod foran diwar-benn ar c’helenn publik divyezhek e Sant-Ervlan

Communiqué de presse publié le 18/11/10 13:53 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Visant Roue
https://abp.bzh/thumbs/20/20604/20604_1.jpg

E kenlabour gant ti-kêr Sant-Ervlan hag Ofis Publik e vo aozet gant Ensellerezh akademiezh al Liger-Atlantel, d'al Lun 22 a viz Du 2010, un emvod foran diwar-benn « Mont en-dro ar c'hlasoù divyezhek en Deskadurezh Stad » dre ma'z eus eus ur raktres digeriñ ur c'hlas e skol Jacqueline Auriol e 2011.

Gant an it. Marie-Pierre Laraufie-Frenoy, ensellerez an Deskadurezh Stad hag an it. Gaëlle Le Bourdonnec, ensellerez an Deskadurezh Stad kentañ derez war yezh ha sevenadur Breizh, e vo kemeret ar gaoz e-pad an abadenn.

Dalc'het e vo an emvod-se e Kreizenn sokiosevenadurel ar Bourk – Sal Breizh d'al Lun 22 a viz Du da 7 g.m. Mont-tre dieub ha digoust.

Evit gouzout hiroc'h, kit e darempred gant an ao. Visant Roue eus an Ofis Publik ar Brezhoneg.

Pgz : 02 51 82 48 35 – Postel : visant.roue@ofis-bzh.org


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 1 ?