«Les Bretonnismes» skrivet gant Herve Lossech : 3000 levr gwerzhet dija !

Interview publié le 16/11/10 20:44 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20591/20591_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/20/20591/20591_2.jpg

Evit al levr « Bretonnismes », diviet eo bet an embannadur kentañ (3000 ex) dindan tri devezh er stalioù. 5.000 all 'zo o tont er maez warc'hoazh. Ha sañset e vefe tennet re all penn-kentañ miz Kerzu. Ne oa ket Herve Lossech o c'hortoz kement-se !


Perak skrivañ diwar-benn ar «bretonnismes» ?

- Klevet a ran bemdez tud o kaozeal gant “brezhonekadurioù” . Hag an darn vrasañ anezho ne ouezont tamm ger brezhoneg ebet, koulz lavaret. Un doare da lakaat an holl da soñjal el levezon ar brezhoneg war ar galleg. N'ez eus ket hanter-kant vloaz c'hoazh e oa kreñv ar brezhoneg du-mañ. Ar pezh ne vez ket lavaret d'ar re yaouank ha disoñjet gant ar re all a-nebeudoù.

C'hoant em boa lavar d'an dud ivez : bezit fier gant o doare da gaozeal galleg gant liv ar vro warni. Met mat eo gouzout ar pezh a zo “bretonnismes“ hag ar pezh n'eo ket. Ha meur a hini a zo bet souezhet, kelennerien war ar galleg zoken, o tizoloiñ ez eus gerioù, modoù da sevel frazennoù pe trouioù-lavar ha n'int ket galleg tamm ebet, met brezhoneg penn-da-benn.

Daou dra all am boa c'hoant da silañ ivez, da nebeutañ : en ur zeskiñ brezhoneg e vez gwellaet ar galleg ivez war memes tro. Hag ur gaozeal galleg-liv-ar-vro e tiskouezomp o identelezh. Ha nompas mont da heul (evel Feñch ar Peul !) ar mod nevez da lakaat gerioù saozneg e pep frazenn zo. Da lavaret eo, ar galleg a vez klevet er skinwell pe er post-bihan gant pennoù speredek. ..


Perak e vefe falloc'h lakaat bretonnismes war ar galleg pa vez lakaet forzhig saozneg ?

'Kichen va zi, un embregerezh eus Plouzeniel en doa ur “salle expo“ vihan betek-henn hag abaoe m'eo kresket e stal warlene eo bet cheñchet an anv. Skrivet eo bremañ, bras ha tev, “Show-room“ warni. Kalz chikoc'h eo, neketa !


- Pet « bretonnismes » ho peus kavet ?

- Ouzhpenn 300, a bep seurt zo displeget 'barzh al levr ha war pep tachenn zo (gerioù,troioù-lavar, verboù galleg, araogennoù,, ereadurezh ha kement zo).

Setu un dibab :

«Casser la soif» : N'ez eus ket dioutañ e galleg standard, e galleg kozh kennebeut. E brezhoneg, nemetken, e c'heller terriñ ar sec'hed pe an naon hag e galleg : étancher, apaiser, assouvir. Kalz bravoc'h eo an doare brezhoneg

«Charruer» : Ar verb-se n'emañ er geriadurioù galleg. Lavaret e vez : labourer la terre pe faire du charruage. Koll amzer, ya ! E brezhoneg eo sklaer : ar fed da labourat gant un ostilh bennak a ra ur verb war-eeun.

«Strinker» : ur verb „gallekaet“. “ Ca a strinké partout » a zo kalz plijusoc'h ha komprenet gwelloc'h eget ar paourkaezh «Ça a éclaboussé»

«Reuz» : a c'hellfe bezañ implijet e plas „bug“ »

«Au milieu de tout» : diwar „a-greiz-holl“ evit lavar : sans crier gare, inopinément, tout à coup.

«Il ne peut plus courir avec son poids» : Sklaer eo evit tout an dud. Met e galleg eo ret displegañ : sa surchage pondérale l'empêche de courir pe «il ne peut plus courir à cause d'un excès de poids». Perak en em strobañ gant kement-se ?


Penaos e vez displeget ganeoc'h ar berzh graet gant ho levr ?

- Da gentañ eo bet embannet 54 pennad bihan a-hed an hañv e Breiz a-bezh. Un tañva evit al lennerien hag un taol bruderezh eus ar c'hentañ. Spontus eo niver al lizhiri pe e-mail resevet gant O.F. pe du-mañ war-eeun. War ar seblant an holl zo bet plijet ken ha ken. N'ez eus bet hini ebet o klemm e rafen goap eus ar Vretoned bet gwallgaset dija, poent zo bet, er skol galleg.

Nann, hini ebet, koulskoude em boa un tam aon e penn-kentañ. Ar c'hontrol-mik eo. Meur a hini a lavar din “ Bremañ omp fier gant an doare-se da gaozeal” « Komprenet em eus perak e vez komzet 'mod-se» hag all....


Gant peseurt skrid out bet plijet ar muiañ ?

- Skrivañ eo ur blijadur evidon met ne ran ket ingal, tamm ebet. Rak, ret eo din bezañ rediet gant un dermenn evit kregiñ e-barzh da vat. Ha diwezhat alies-mat met echuet e vez atav d'ar poent mat.

An danevelloù a blij din ar muiañ. Marteze peogwir int berroc'h !

Ar brasañ eus ar mennozhioù a deu din en ur vont da redek war ar maez (evel Loig Drouglazet !). Un den en deus lavaret „ mon cerveau ne fonctionne que lorsque mes jambes l'actionnent“. Evidon-me eo memes tra. E brezhoneg e vefe tu da lavarout war mod ur rimadell : “Ne vale va spered, nemet pa vezan o redek”, marteze.


An hini diaesañ ?

An droidigezh am eus graet diwar levr Anne Guillou «Ar friko Milliget» e-pad an hañv.

Ne oan ket evit distagañ diouti, div eur pe deir eur bemdez 'pad tost d'ur miziad. Kriz-spontus eo an istor, met pebezh plijadur hag ur boelladenn dispar evit mont pelloc'h gant an div yezh. Plijout a ra la levr-se d'an dud, war a seblant, met ne gav ket din e vo kendalc'het ganin war an hent-se.


Vos commentaires :
J-Luc Le Floc'h
Dimanche 22 décembre 2024
« Charruer » ! Degas a ra soñj din ar ger-se eñvorennoù deuet deus amzer va yaouankiz, p’edon o c’hlevet ar yezh – burzhudus! -en-dro-din, hep kompren…netra – truezus! - pe dost!

Ur goulenn da Herve Lossec’h: penaos kompren resis ar gerioù “tant que tant » implijet e-Kreiz-Breizh ? Peseurt « bretonnisme » a-zoare zo a-dreñv d’ar gerioù-se ? Matres e vez kavet ar respont e-barzh e levr. Siwazh-din, n’am eus ket e welet evit poent !

Meur a bennad am eus lennet digantañ ur wezh an amzer e-barzh ar gazetenn O-Fr. Mes perak ne veze ket diskouezet ar frazenn a-orin e brezhoneg ? Nemet hini gallek hag a tenne d’ar brezhoneg… Koulskoude a soñj din…talvoudus e vefe kinnig ar frazenn vrezhonek a–bezh ma teu hini gallek diganti. Talvoudus e vefe ! Plijusoc’h c’hoazh d’an deraouidi pe d’ar re n’int ket barrek-tre war ar yezh. Ezhomm bras hon eus da gavout skouerennoù gwiriek hag aes evit lakaat blaz ha spered ar yezh en ur ober ganti.

Ne vern, mersi deoc'h.



Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 3 ?