Saotret an dour, saotret an douar ? Tud ar vro o vanifestiñ hardi !

Dépêche publié le 14/11/10 17:44 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20569/20569_1.jpg
9c20v20pi79pgkn8e397.mp4

N'int ket bet digalonekaet ar vanifesterien gant ar barradoù glav dizehan disadorn e Ploure. Gwelet eo bet ur paotrig o c'hoari gant an dour, ken laouen da batouilhat er pri hag er fank !

Komzoù flour a zo bet dibunet war al leurenn gant an dilennidi, komzoù brav,gant ma vo sinet en ti-kêr ur bern evezhiadennoù war ar c'haier «enklask boutin», gant ma vo ur Prefed a c'hello kaout titouroù skiantel ha resis war an doare tour 14 estaj a vefe savet e kreiz ur park war mammennoù an Elle.

Manifesterien laouen memestra, bannieloù strolladoù politikel, NPA, UDB, ar re c'hlas, hag ur bern bannieloù Breizh. Adkroget ar stourm evit ar vro ? Gant ma vo produet nebeutoc'h a lastez en dazont, mod-all, e vo evel Plogo, nukleel pelloc'h, met 80% deus an tredan e tiez an dud o tont deus an nukleel, ha energiezh efedus ebet, na gant an avel, na gant an heol, produet e Breizh evit emrenerezh ar vro ...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 5 ?