Plijadur hag efedusted an divyezhegezh : ur c’hendiviz e Plijidi

Communiqué de presse publié le 8/11/10 12:39 dans Langues de Bretagne par Gwenael Dage pour Gwenael Dage
https://abp.bzh/thumbs/20/20506/20506_1.jpg
D’ar gelennerien e kinnig Roy Luster kelenner e skol-veur Mac Gill e Montreal cheñch o mod da zegas ar yezhoù er c’hentelioù.

Studiañ en un doare all, diwar skouerioù tramor

Kerkent hag echu gant an degemer ofisiel eo bet roet ar gaoz da Roy Luster, paotr ar Seaskachewan, saozneger a-vihanik bet desket galleg dezhañ goude, ur wech deuet da labourat e skol-veur Mac Gill, e Montreal.

Kelenner eo bet e-pad dek vloaz hag abaoe ugent vloaz emañ bremañ o kas war-raok studiadennoù war ar bedagogiezh. Hag eñ da c'houlenn diouzhtu digant ar selaouerien  : “Perak, daoust d'an holl strivoù a vez graet er c'hlasoù divyezhek er C'Hebek, ne vez ket mestroniet gwelloc'h ar yezh gant ar vugale ?”

Ne oa ken nemet gortoz un tamm evit klevout e respontoù.

Peogwir e kelenner pep yezh en un doare distag hep liamm ebet etrezo ; peogwir ne zegaser ar yezhadur nemet da vare kentelioù yezh pa vefe gwelloc'h silañ anezhañ bep un tammig e-kerzh obererezhioù plijadurus ; peogwir e reizh ar skolaerien o deskarded re alies gant ar memes doare : dresañ ar frazennoù kamm hep lakaat ar vugale d'en em soñjal war o fazioù.

Ha Roy Luster da vroudañ ar gelennerien da liessaat o doare d'ober, o implij eus ar verboù, d'ober gant al lenn a vouezh uhel.


Foetañ bro a ra Roy Luster a-hed ar bloaz, gwech e Bro-Spagn, gwech e Bro-Finland, er Stadoù-Unanet, evit brudañ e savboent war ar bedagogiezh. Fromet eo bet gant e veaj betek Breizh, emezañ, “o welet an energiezh lakaet gant lod da zifenn o yezh rannvro”. Hag eñ d'ober al liamm gant ar 6 milion a Gebekiz a fell dezho derc'hel penn ouzh ar 35 milion a annezidi a ra gant ar saozneg e Bro-Ganada. “Ur binvidigezh bennak a vez degaset gant ar yezhoù rannvro. Dav deomp dibab ar gwellañ binvioù evit ma c'hellint padout” emezañ. A-raok fin ar bloaz e vo e Cokkoala, e Bro-Finland hag e Lyon evit embann e gredennoù.


Suggestopediezh, un hentenn nevez brudet gant Lonny Gold

Gant Lonny Gold, paotr Montreal, e oa peadra da welet, e gravatenn roz hag e doupennad blev gris, hag ivez peadra da selaou, sonerezh barok pe hini Bethoven, pa ne oa ket da c'hoari, gant bolotennoù ha poelladennoù fentus.

Ezel eo Lonny Gold eus Kuzul Etrebroadel ar Suggestopediezh. Kelenner eo bet e-pad daou vloaz e Bro-C'Hall hag e-pad seizh vloaz e Bro-Saoz. “Betek 1992 e veze roet degemer deomp, amañ e Bro-C'Hall, met gant an troc'h a zo bet er bloavezh-se eo aet an holl dud kuit. Abaoe n'eus ket lec'h ken evit tud eveldomp, pa fell deomp lakaat ar pouez war ar preder en deskadurezh”. Hag ar pedagogour da labourat en Izelvroioù, e Bro-Suis, e Bro-Ganada, evit embregerezhioù bras pe tud war o anv. Echu gant an Deskadurezh-Stad. War e gont emañ ar paotr ha gouzout a ra en em dennañ, o veskañ mennozhioù kreñv displeget mat hag ur mestroni eus an arvest a ginnig.


Mennozhioù kreñv

“Ar gwir o deus an dud da faziañ” a embann ar paotr krenn-ha-krak a-raok kenderc'hel : “Ma ne rafent ket ne vefe ket labour evidoc'h-c'hwi, skolaerien.” Met buan e teu e gaoz da vezañ sirius en-dro pa gomz eus e zoare ober ha pa veneg ar memor war verr dermen hag an hini war hir dermen, war ar galloud en deus pep hini da zerc'hel soñj eus ar pezh en deus bet bevet mat. “Ne zielfenner netra ken e vefe bet intentet mat” emezañ c'hoazh. Hervezañ n'eo ket un teknik ar suggestopediezh. Ur filozofiezh an hini eo, un hentenn evit lakaat an dud da gaout ur skeudenn vat eus-outo o-unan. “Den ebet ne asant bezañ lakaet e gaou ma n'eo ket bet roet ar gwir dezhañ da gentañ” a embann ar c'helenner, asur.


Pelloc'h eget an emzalc'h leun a startijenn o deus merzet an holl dud e Lonny Gold ar c'hoant da welet tu brav an traoù, da lakaat ar skolidi da aktourien o deskadurezh, da lakaat pep hini en e aez. Gant ma vo ebarzhet an dra-se en o memor war hirdermen e tougo frouezh, hepdale, er skolioù divyezhek.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 7 ?