«Roc'helloù» : Diskouezadeg livadurioù Anne Cadorel e Sant-Ervlan

Communiqué de presse publié le 6/11/10 17:59 dans Cultures par Maripol Gouret pour Maripol Gouret
https://abp.bzh/thumbs/20/20490/20490_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/20/20490/20490_2.jpg


Diskouezadeg adalek an 10 a viz Du betek ar 4 a viz Kerzu.


Nan' gant Anne Cadorel

Ganet eo Anne Cadorel e Naoned, hag abred-tre he deus lakaet war-wel sevenadur Breizh dre ar c'han pe an tresañ.

Abaoe ouzhpenn ugent vloaz emañ o teskiñ livañ hec'h unan-penn, hag e Naoned eo, e miz Gwengolo 2008, he doa kemeret perzh, evit ar wech kentañ, en un diskouezadeg anvet « Kevrinoù Breizh ».

Ken kreñv ma vez he c'harantez evit Breizh emañ atav o livañ reier kevrinus a gaver e gweledvaoù ar bed keltiek. En ur c'hoari gant an dargemmoù, gant ar gouloù-dic'houloù, pe c'hoazh gant an danvezoù meinel hag ar struzh e teu a-benn da ziskouez from ha barzhoniezh ar spered kelt, ha da leuskel ijin an arvester da vont en-dro..


Evit klokaat diskouezadeg Anne, kinnig a raio Kreizhenn Dafar Sevenadurel Keltiek (KDSK) un dibab levrioù diwar-benn ar Menezioù Are, ar c'horriganed, ar marvailh…

Evit lec'hienn KDSK, bizskrivit : www.kdsk-bzh.org:8080/ gant http:// en-araok. Hag (voir notre article) ivez.


KDSK / Yezhoù ha Sevenadur

13 straed ar Breolimer (Rémouleur)

CP 2606

44805 Sant-Ervlan/Saint-Herblain Cedex

Pellgomz : 02 51 80 72 41


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 8 ?