12 skrivagner evit ar re yaouank e Pluguen disul

Conference debat publié le 6/11/10 11:02 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20489/20489_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/20/20489/20489_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/20/20489/20489_3.jpg
https://abp.bzh/thumbs/20/20489/20489_4.jpg
https://abp.bzh/thumbs/20/20489/20489_5.jpg
https://abp.bzh/thumbs/20/20489/20489_6.jpg
https://abp.bzh/thumbs/20/20489/20489_7.jpg

Pedet ez eus bet gant Valerie Trefles, kenaozerez saloñs Plugüen a vo d'ar sul 8 a viz Du, unnek skrivagner evit ar yaouankiz. Skrivet o deus muioc'h evit 50 levr embannet e brezhoneg.

E-touez a re-se e vo gwelet ar re yaouankañ : Gwenvred Latimier-Kervella («Huñvreoù/Un, div, teir...»), Moran Dipode («Brezel an Erevent, Hudour an tour du»).

E-touez ar re o deus skrivet ar muiañ e vo Yann-Fanch Jacq («Lunedoù Fanch, An dilojañ, E kornig va c'halon, Re dev eo Theo, An dilojañ, Ar bellgomzadenn, Un dorn da reiñ, War sikour Eleonor, Troioù kaer ma foltreder, Diwallerien an norioù, Galv an Oy, Goustadil war al lambig»). Tud a skriv evit ar re yaouank hag evit ar re deuet evel Mich Beyer («An dervenn, Azigoragazar»), Herve Lossech («Tu pe du») ha Jakez Erwann Mouton («Tangi hag ar merien, Kornogpell, Ar c'hraken, Diougan Ketzacoal, Katrina») a vo gwelet ivez.

Div skrivagnerez a skriv barzhonegoù ha danevelloù a vo aze ivez : Mai Ewen (Me, Nana Marina, Me ha Titaw, Nedeleg laouen !, Tri fenn melegan, Ur vleunienn war askell an avel, Hañvezhioù«, ha Muriel Morvan (»Krampouezh pe pizza, Penaos lakaat Itron al loar da c'hoarzhin, Evel ki ha kazh).

Denise le Franc («Pikez blev ruz») a zeuio eus Kemperle evit diskouez he levrig, bet Priz ar Vugale 2009. Kristian ar Braz, priz ar Yaouankiz 2010 gant «Kest» a gemero perzh («Spont» a zo bet skrivet gantañ). Embannet e vo ul levrig gant Delphine Primault : «An dilojañ», he levr kentañ tener ha kevrinus. Penaos dihuniñ goude un hir a gleñved e-barzh un ti didrouz ? (Bleunioù e-leizh)

Kregiñ a raio an divizh da 2e30. Laouen e vefe an holl skrivagnerien da flapiñ gant o lennerien, kozh ha yaouank, pa vo abadenn Jean-Luc Roudaut.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 5 ?