Charlez Ar Gall - ganet e 1921 en Ospital «etre Kerne ha Leon» ha marvet e Brest d'an 3 a viz Du 2010 - a oa ur skolaer, ezel ar gevredigezh Ar Falz, hag a gemeras lec'h Pêr-Jakez Helias e penn an abadenn skingomz sizhuniek e 1959 (Radio Kimerc'h). Eilet e veze gant e wreg Chanig Ar Gall.
Goude-se e voe an den kentañ o kinnig abadennoù skinwel e brezhoneg e 1964, bepred gant e wreg Chanig. Reiñ a reas e zilez e 1974 pa oa bet silziget unan eus e abadennoù. Dibabet oa bet Fañch Broudig evit kemer e blas.
Kenlabourat a rae gant Brud Nevez.
Oberennoù :
– Breizh hor bro (gant Job Jaffré), 1955.
– Toutes les Cultures de Bretagne, (kenlabour), emb. Skol Vreizh. Adembannet e 2005.
Philippe Argouarch
■