E Gouel al Levrioù e Karaez, disadorn tremenet, e oa bet roet ar prizioù lennegel d'ar skrivagnerien bodet war ul leurenn, hag un tamm film zo bet savet gant ABP.
Un toullad politikourien zo bet klevet ivez, hervez ar c'hiz, hag ur c'heloù meur zo bet diskuliet d'ar vrezhonegerien : «ul linennnad-voujedenn a vo gouestlet d'an treiñ lennegezh e brezhoneg gant Kuzul-Rannvro Breizh (4 departamant)».
Un nevezinti a-bouez, goulennet gant embannerien zo, ha Sav-Heol en o zouez, abaoe pell.
Koulskoude, n'eo ket un nevezinti ken nevez-se a-benn ar fin. E miz Kerzu 2004 e oa bet votet ar « Plan linguistique breton » gant Kuzul Rannvro Breizh, hag ennañ e c'halled lenn : «Un système de bourse à l'écriture et à la traduction, notamment en direction des jeunes et adolescents, sera mis en place». Votet e oa 6 vloaz zo eta, hag ankouaet kenkent ha votet!
Met prometet ez eus bet, en taol-mañ, e welimp un dra bennak e 2011.
Gortoz pell, gortoz gwell, planedenn Yann Vrezhonek.
■