il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /2038.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

NA ZEGEMEROMP KET MARV DIAWELET KREIZ BREIZH HA STEUZIADUR AR SERVIJ PUBLIK TOST D’AN DUD.

A-enep diskar Kreiz-Breizh, Nac’homp krenn e vefe serret ar servijoù publik !

D’ar Sadorn 7 a viz Mae 2005 2 e. g.m. er Faoued

Gelver a ra ar c'hKenstrollad Evit Difenn ar Servij Publik e Kreiz-Breizh da vanifestiñ a-gevret a-enep ar serriñ servijoù publik e kreiz Breizh.

Gwareziñ ha diorren a vennomp : ar servij publik tost d’an dud, evit an holl ; ingaladur ar pinvidigezhioù hag an arc’hant foran ; an oberiantiz zo diwar ar maez, dre ur politikerezh e-sell da derkañ ar vro war-bouez servijoù publik miret ; ar boblañs, gwallgaset gant troioù ar marc'had : kevradoù gwan, dismantroù sokial, sevenadurel hag e penn, tremenvan ar vro.

Goulenn a reomp e vefe bodet dilennidi ar c'humunioù, re ar Rannvro hag ar Stad, ar sindikadoù, pennoù "Bro COB" Pays du Centre Ouest Bretagne", hag an embregerezhioù gant ar pal da gaout un emglev etre Rannvro Breizh, Bro COB hag ar Stad evit derc'hel ar servijoù publik e Kreiz Breizh.

Anat eo ne ra ket ar Stad e labour derc'hel ar servijoù publik e Breizh ; neuze eo d'hor bro ha d'he rannoù melestradurel d'ober war o dro diwar neuze. Hor bro he deus diskouezet e oa barrek da gas an traoù war-raok pa vez fiziet enni en ober. Al labour bet kaset da benn evit kempenn al liseoù pe reiñ lañs d'an TER en-dro e Breizh zo ur skouer vat a dalvez e rank ar Vreizhiz mêrañ ar servijoù publik.

--------------------------------------------------------------------------------

Evit-se ez eus ur c’henstrollad krog da sevel :

Izili kentañ : UDB Kreiz-Breizh (Unvaniezh Demokratel Breizh) ; SLB (Sindikad Labourerien Breizh) ; Kevredelezh Vreizh ; CARB (Kenurzhierezh a-enep gwaskerezh e Breizh) ; Breizh 2004 ; Bemdez.

--------------------------------------------------------------------------------

Deuit er c’henstrollad :

Kevredigezh / Association BEMDEZ Ti ar c’hevredigezhioù / Maison des associations 6 straed ar Govuerezh / 6 rue de la Tannerie 56 000 GWENED / VANNES – BREIZH / BRETAGNE – Pgz : 06 11 51 43 15 (voir le site)


Vos commentaires :
Dimanche 5 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 5 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.