Digoradur fromus, kollog frouezhus, ha da c'houde ?

Discours publié le 26/10/10 23:51 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour ABP
t:1
https://abp.bzh/thumbs/20/20346/20346_1.jpg
z3av8p25i4918dny6zk7.mp4, a3jodgrslpi6jvfrcqv8.mp4

150 pedagogour asambles evit tabutal ha prederian

Plijidi, 600 annezad, 300 bugel e teir skol, ur chanter bras evit sevel sal ar sportoù, sal ar gouelioù nevez-flamm, ha 150 den deuet deus Breizh a-bezh evit ur c'hollog anvet “Yezh-Plijadur-Deskiñ”. Piv a lavar eo lezirek ar gelennerien ?

Un digoradur fromus

Daeloù ha daoulagad lufrus e touez ar gelennerien ha war al leurenn gant Lena o kontañ marv Silvi Jouan. Lakaet he doa Yolande Barbedette, itron maer Plijidi, an dud da c'hoarzhin koulskoude : “Amzer zo ... met n'eus ket amzer da goll !”. Displeget plas ar brezhoneg dre ar festivalioù, ar c'han, ar sonioù a zo bet graet gant Yvon Philippe, prezidant ar gumuniezh kumunioù. Displeget en doa maer Bourbriag ha senatour, an aotrou Yannig Botrel, pouezh sevenadur ar vro evit adlansañ an ekonomiezh, arrouez un diorren ne grede den ennañ eo deuet da vezañ Plijidi gant ar skolaj Diwan.

Pebezh labour !

Daou zevezh fonnus an danvez, gant prezegennourien fin a zo deuet a-benn da gendrec'hiñ an dud. Suggestopedia gant Lonny Gold (Sweden), souibidigezh ha divyezhegezh gant Roy Lyster (Kebeg), c'hoari ha pedagogiezh ar yezhoù gant Haydee Silva (Mec'hiko), ha stalioù labour a bep seurt evit lakaat ar preder da vont war raok, hag eskemmoù etre ar berzhidi. Kontadennoù ha fest-noz d'al lun noz evit an holl, plijadur asambles o komz brezhoneg, o kanañ, o tañsal. Barrek e oa Haydee Silva ha Lonny Gold e dans plinn ha gavotenn !

Ha war lerc'h an abadenn ?

Dipitus un tamm memestra an daol grenn diwezhañ ne oa ket a live gant ar pezh oa bet bevet a-raok. Abalamour d'an amzer prientiñ ? D'an dud pedet ? D'an diouer a glaskerien e pedagogiezh a zo e Breizh ?

Roy Lyster a oa o selaou hag a lavare : "N'int ket urzhiet mat ar mennozhioù, ne vez ket kemeret divizoù. Marteze eo abalamour e vez traoù n'o deus ket c'hoant da lavarout an dud, gant aon direnkañ ar re all ? Mat e vefe sevel goulennoù resis ha klask diskoulmañ anezho. Testoù ar re vihan e CE1 da skouer, perak asantiñ gant doareoù mod-se ? Perak asantiñ heuliañ a-dost ar sistem gall ? Hag eñ int sklaer ar gelennerien gant ar goulenn : da betra servij kelenn brezhoneg ? "

Ha Lonny Gold da lavarout : "Ur meuriad int. Tud interessant, speredek ...".Ya, met peseurt dazont evit pedagogiezh ar brezhoneg ? Peseurt raktresoù resis a vo savet da c'houde ? Peseurt chanteroù labour, cheñchamantoù a vo ' barzh buhez pemdezhiek ar c'hlasoù e brezhoneg ? Ur stourm sokial ? Politikel ? Pedagogel, tra ken ? Evit peseurt kevredigezh ?


Vos commentaires :
Dimanche 28 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 6 multiplié par 9 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.