Brezhoweb : kentañ chadenn vrezhonek dindan gevrat gant ar CSA

Communiqué de presse publié le 26/10/10 19:29 dans Langues de Bretagne par Gwenael Dage pour Ya !
t:1
https://abp.bzh/thumbs/20/20340/20340_1.jpg
Kevratoù-skoazell war ar bloavezhioù da zont en deus sinet Lionel Buannic gant Rannvro Breizh ha departamantoù Penn-ar-Bed Aodoù-an-Arvor hag ar Mor-Bihan. Chom a ra Il-ha-Gwilen ha Liger-Atlantel e-maez ar jeu avat.

Graet eo ! Bez' ez eus bremañ eus ar c'hentañ chadenn hollvrezhonek kadarnaet ez-ofisiel gant ar CSA. Brezhoweb an hini eo. Hiviziken e vo skignet programmoù bemdez eus 6 e d'enderv betek 10 e 30. Pelloc'h eget an urzhiataer e c'heller sellet ouzh abadennoù nevez Brezhoweb war e iPhone hag e iPad, bepred diwar brezhoweb.com.


E-pad pell eo chomet ar Vretoned da sellet gant avi ouzh o c'hendirvi eus Bro-Gembre, Iwerzhon, Euskadi pe Gatalonia. Abaoe pell o deus ar re-se chadennoù tele en o yezh, ar pezh ne oa ket e Breizh. Ur gammed war-raok en deus graet ar brezhoneg e bed mediaoù ar vro-mañ enta, na pa vije ur chadenn niverel war internet ha n'eo ket unan hertzian. “Ne vern e gwirionez. Cheñchet eo mod an dud da sellet ouzh ar mediaoù a bep seurt. Kenkoulz eo internet hag an tele hengounel d'an holl bremañ, ha dreist-holl d'ar re yaouank. Ar re-mañ eo a glaskomp tizhout da gentañ” a zispleg Lionel Buannic, krouet Brezhoweb gantañ.


Pemp bloaz war-lerc'h en deus asantet ar CSA degemer ar chadenn diazezet en Intel dindan gevrat, “goude ur bloavezh o varc'hata” a resisa ar rener. “Kement-se zo deuet da wir a-drugarez da sikour ar Rannvro hag he folitikerezh yezh youlek, hag ivez da souten departamantoù ar Mor-Bihan, Penn-ar-Bed (15 000 € / bloaz) hag Aodoù-an-Arvor.” Ha Lena Louarn, bes-prezidantez ar C'huzul-Rannvro e-karg eus yezhoù Breizh, da venegiñ ar skoazell a 249 000 € a vo grataet da Vrezhoweb war an tri bloaz da zont. Ur sammad da geñveriañ gant budjed an embregerezh a dalv kement ha 260 000 € bep bloaz. “Netra da welet gant an 300 milion a vez gant tele Bro-Gatalonia, hogen dont a reomp a-benn da broduiñ abadennoù a-galite memestra, dorn-ha-dorn gant Dizale abaoe pell, evit advouezhiañ ha krouiñ programmoù.”


Ur statud nevez zo da Vrezhoweb enta. Hogen evit kaout ar statud-se he deus ranket ar chadenn aozañ he c'hael programmoù diouzh reolennoù ha kotaioù ar CSA, a-fed programmoù ijinet en Europa, kenbroduiñ,, kempenn abadennoù evit an dud vouzar, ha kement zo. “En eskemm e c'hellimp goulenn bezañ skoazellet gant Kreizenn Vroadel ar Sinema, ar pezh a zigoro deomp dorioù ur bern skoazellerien all, ensavadurioù ha strollegezhioù lec'hel en o zouez” a zisklêr Lionel Buannic.



E VOD pe war-eeun bemdez

E kael an abadennoù e vo ar cheñchamant pouezusañ diouzhtu avat. Hiviziken e c'hell ar chadenn mont pelloc'h eget ar video diouzh ar goulenn (VOD) ha skignañ dizehan bemdez. Ar pezh a vo graet etre 6 e ha 10 e 30 (s.o. p 7). Evit magañ ar gael ez eus tro 80 eurvezh a brogrammoù a-gostez gant Brezhoweb, “ha bep bloaz e vo produet un 60 eurvezh a brogrammoù fresk” a embann ar rener. Evel-just, ne vo ket trawalc'h gant 140 eurvezh evit leuniañ peder eurvezh hanter bemdez. Adksignañ a vo graet un tamm mat ivez. “Hogen mennet omp da greskiñ ar c'hementad a abadennoù fresk a vloaz da vloaz.” Emañ Lionel Buannic o varc'hata gant TV Breizh evit kaout an aotre da adskignañ programmoù ha n'int ket bet gwelet ken abaoe ma n'eus ket mui a vrezhoneg war TV Breizh ivez. War ledanaat emañ tachenn skignañ Brezhoweb ouzhpenn-se. Bremañ e c'heller sellout ouzh an abadennoù, e VOD pe war-eeun, war e iPhone hag e iPad ! “Kement-se a glot dres gant hor pal : ober diouzh doareoù nevez an dud da sellet ouzh programmoù tele, ne vern pegourz ha ne vern pelec'h” eme Lionel Buannic, stad ennañ.



Programmoù nevez

Kendalc'het e vo gant ar programmoù a ra brud Brezhoweb, evel-just : Webnoz, abadenn bennañ ar chadenn bep miz, Saga Brittia, ar rummad Kent Tuch' tizhet kant epizod gantañ ha gant un trede koulzad war dreiñ, Dibikouz evit ar vugale... “Sinema a vo c'hoazh ivez, gant ur pevar film bep bloaz” a gemenn Lionel Buannic. Er mare-mañ emañ Merc'hed digenvez war skignañ (stumm brezhonek Les Robinsonnes).

Ar film Pennoù-Sardin a vo roet da welet e miz Kerzu, hag unan all da vare Nedeleg c'hoazh. Bep gwech e c'heller sellet oute e-pad pemzektez. "Da geñver Halloween e vo skignet ar c'hentañ manga e brezhoneg ivez, Akayashi, savet diwar mojennoù Bro-Japan. Biskoazh n'eo bet diskouezet e Bro-Frañs c'hoazh".

Ar rummad tresadennoù-bev Ur wech e oa Mab-Den (Il était une fois l'Homme) a raio plijadur d'ar re vihan ha d'ar re vras ivez. Ul ldenn eus ar gael a vo gouestlet da glipoù sonerezh a bep seurt. Klipoù graet e Breizh evel-just, dres evel ar gentelig a ginnig Lionel Buannic en e abadenn Brezhoneg Bemdez a veze gwelet war Tébéo dija hag a vo skignet gant TV Roazhon ha Ty Tele a-raok pell.

"Brezhoweb, n'eo ket un tele klasel penn-da-benn evel ma oa TG4 en Iwerzhon pe S4C e Kembre dija, hogen ur media digreizennet an hini eo, gwriziennet e Breizh ha troet mat war ar re yaouank, ha gwell-a-se" eme Baol Molac, prezidant Kuzul Sevenadur Breizh. "Un dispac'h zoken !" a gred embann Andre ar Gag, e-karg eus ar brezhoneg e Kuzul-Meur Penn-ar-Bed.



Abaoe an 12 a viz Here diwezhañ eo krog Brezhoweb da skignañ bemdez, gant abadennoù evit ar vugale adalek 6 e, hag evit ar re goshoc'h diwezhatoc'h. Emgav bemnoz dirak an tele brezhonek war brezhoweb.com enta !


Vos commentaires :
Lundi 20 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.