Pobl Masai en arvar : ur brezegenn e saozneg e skolaj Diwan Kemper

Reportage publié le 24/10/10 13:31 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20316/20316_1.jpg
syic4earha481ymuv1bw.mp4

Ur c'hlasad gant ur videobanner, kartenn Kenya ha Tanzania ouzh an daolenn wenn. Un den, gwisket mod «Masailand» a zo o komz gant ar skolajidi trede klas, e saozneg.

Sioul hag habask ar paotr : koulskoude e vez santet un istor poanius ha start. Ganet e 1961 e Masailand, bet eo bet tutet gant ar Saozon evit mont d'ar skol, ar chans-se n'eo ket bet roet d'e c'hoarerezed ha d'e breudeur. Kaset da studiañ 80 km pelloc'h, da c'houde e Broioù Izel e Kanada, tapet diplomoù uhel gantañ. Bremañ e vez difennet gantañ gwirioù pobl Masai e pep lec'h er bed.

Penaos e vev ar bobl Masai hiziv an deiz ? 1 200 000 a dud a vev etre an Tanzania hag ar C'Henya, an dour a zo da gerc'hat 8 km deus ar geriadenn, 10 metrad dindan an douar. Diaes eo mirout ar sevenadur hag ar yezh. Diaes eo gouzañ e vez ar stad Kenia o tastum kalz arc'hant gant an douristelezh (eilvet evit PNB ar stad), gant safari (mont a ra an touristed da chaseal al leoned, an olifanted, ...), ma ne vez roet gwenneg ebet d'ar bobl Masai.

Met n'eo ket fuloret an den. Evitañ sevenadurioù Europa ha Stadoù Unanet o deus kollet o ene, ar blijadur hag ar sevented. Souezhet eo gant emzalc'h an dud e metro Londrez, da skouer. Ar re yaouank oa souezhet gant an den en deus lavaret dezho : «Dirak ho skrammoù, ne vez ket gwir darempredoù. Ret eo mont da welout ar re all, ret eo adkrouiñ liammoù gant an natur, an en dro.» Ha desket dezho gerioù yezh Masai, sifroù (liammet gant yezh ar sinoù evit ar re vouzar).


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 8 ?