21 vet Saloñs al levrioù Karaez : ar skrid en arvar ?

Dépêche publié le 23/10/10 22:42 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20313/20313_1.jpg
Charlie Grall ha Martial Menard.
https://abp.bzh/thumbs/20/20313/20313_2.jpg

Pennad kaset deomp gant Ya !

Gant an diskar-amzer hag ar vakañsoù en em gavo ar Vretoned en unan eus ar brasañ emgavioù sevenadurel a vez e Breizh, Saloñs al levrioù Karaez d'ar Sadorn 30 ha Sul 31 a viz Here.


Evit an 21vet festival eo bet lakaet Angèle Jacq da brezidantez. “Ur vaouez a benn, ur vaouez a stourm eo-hi” a zispleg Charlie Grall, teñzorer ar gouel, evit reiñ da gompren penaos o deus graet o dibab. “Un test eo eus buhez al levrioù e Breizh, ganeomp abaoe an deroù” a ouzhpenn Yann Pelliet, kenurzhier an darvoud abaoe seizh vloaz. Ganti ha gant tud arbennik evel Jean-Michel Djian, kelenner e Skol-Veur Pariz VIII, hag evel Christian Ryo, rener Livre et Lecture en Bretagne, e vo kaset kendivizoù en-dro evit gouzout hag-eñ e vefe ar skrid en arvar ha penaos ober evit derc'hel penn. Kendivizoù all a vo c'hoazh war lec'h ar brezhoneg war Internet, pe war stad an embann e Breizh. “Gant Jean-Michel Djian, kerkent hag ar Sadorn, e vo lakaet ar preder war dazont al levrioù, ur preder e-pad daou zeiz e gwirionez, ha gwelet e vo petra a ziwano” a gendalc'h Yann Pelliet.


Lañset mat

Gant an troc'had hent diwezhañ emañ an aozerien, kroget ma 'z int da soñjal war ar mod da rannañ ar 425 metrad a daolioù-diskouez. Gortoz a reer 80 embanner, 300 skrivagner hag un 10 000 gweladenner bennak. Met sifroù eus ar seurt-se ne reont ket aon d'ar 80 den a-youl-vat a vez oc'h ober war-dro an holl servijoù, pe e vefe en degemer, en davarn pe er gegin e Kerampuilh.

Abaoe pevar bloaz e vez degemeret ar weladennerien en un doare dispar, e vez graet war-dro ar vugale gant ar gevredigezh Fea, e vez kenlabouret gant Frañs 3 hag ar radioioù brezhonek, gant treserien evel Nono... Boazet mat eo pep hini ouzh e labour, o lakaat evel-se ar gouel da vravaat. “E servij an embannerien emaomp, evit ober plijadur d'al lennerien” a gloz Charlie Grall. Pa vez gwelet penaos e kresk niver ar re-mañ, goustadik, bep bloaz, e c'heller krediñ e teu an aozerien a-benn eus o zaol.

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 8 ?