Kendiviz e Plijidi : peadra da zeskiñ ha da eskemm !

Dépêche publié le 15/10/10 12:32 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20203/20203_1.jpg

D'al Lun 25 ha d'ar Meurzh 26 a viz Here 2010 vo aozet gant Studi ha Dudi evit krouiñ un eil kendiviz war an divyezhegezh evit ma vefe un darvoud e Breizh gouestlet d'an doareoù kelenn evit ar brezhoneg. 150 kelenner bennak a oa en em gavet e 2005 evit eskemm war danvez o vicher, war o doareoù kelenn...

Kaset e vo an aozañ gant Studi ha Dudi ha kenaozet ar c'hendiviz-se gant ur skipailh sturiañ :

Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg (U.G.B.) a stroll ar gelennerien a labour gant ar brezhoneg (pe a gelenn brezhoneg) e kement skol zo (Skolioù Diwan, klasoù divyezhek an Deskadurezh Stad, klasoù divyezhek an Deskadurezh Katolik)

D.A.O. (Deskiñ d'an Oadourien) a vod an aozadurioù kelenn evit an oadourien

Pemp prezegenn gant klaskourien ha kelennerien Skolioù Meur barrek war an doareoù kelenn evit an eil yezhoù :

Lukian KERGOAT (Skol Veur Breizh Uhel Roazhon II)

Josep Maria ARTIGAL (Barcelona - Bro Gatalunia)

Itziar ELORZA (San Sebastian – Bro Euskadi)

Jacques MONTREDON (Skol Veur Besançon)

André CLEMENT (IUFM Mende – Lozère)

3 stal-labour

Stal-labour « Kentañ Derez »

Stal-labour « Eil Derez »

Stal-labour « Kelenn d'an Oadourien »

Un daol-grenn gant dilennidi eus ar vro, eus an Departamant hag ar Rannvro, gant tud e-karg eus ar c'helenn evit ar brezhoneg hag ar sevenadur e-barzh an Deskadurezh Stad.

Evit gouzout hiroc'h : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 6 ?