Penaos e teuas un tammig noblañs a Vreizh-Izel da vezañ ur moraer brudet hag un ergerzher bras...
« Ar c'haier-mañ, a stagan hiziv da zuiñ ar pajennoù anezhañ, a gavi ennañ, Mai vihan, dezrevell feal ma foanioù, ma flijadurioù, ma strivoù, ma disouezhennoù. Klask a rin livañ gant reizhded ha gant gwirionded kement a zo aet d'ober ma zammig buhez, hag ur frealz eo din soñjal e vo talvoudus dit an danevell a stagan hiziv ganti, hag e c'helli tennañ splet diouzh kement emaon o vont da skrivañ diwar vremañ, hag en treuzkas, d'az tro, d'ar vugale a vo roet dit deiz-pe-zeiz. Dastumet em eus skiant a-hed ma buhez turmudus, ha, ma teurvezez lenn an danevell-mañ betek penn ez po, amañ-ahont, alioù fur da glevet diganin. »
Savet eo ar romant-mañ e stumm un danevell-vuhez kinniget gant Erwan-Jozef a Gergelenn (1734-1797), ar moraer brudet, d'e verc'h-vihan.
Dindan pluenn gizidik, awenet-kaer ha titouret-mat Herve Gouedard e santer ar from, ar youl hag an nerzh a oa o virviñ en askre ar merdead meur, a gave dezhañ koulskoude ne oa, e gwirionez, netra all nemet ur c'hoariell e palv-dorn an tonkadur...
130 p. – 13 x 20 cm – Here 2010 – ISBN 978-2-7368-0081-9 – 12 €
Skignet gant Coop-Breizh
Al Liamm
14 rue du Muguet
22300 Lannuon
pgz : 02.96.48.03.00
postel : kab@brezhoneg.org
lec'hienn : www.brezhoneg.org
■