Kenstrivadeg haiku : deoc'h da c'hoari gant an avaloù !

Agenda publié le 10/10/10 21:02 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20141/20141_1.jpg

Kaset e oa bet 250 haiku d'ar festival ar bloaz paseet. Gant ar spi e vo muioc'h c'hoazh ar bloaz-mañ, ha muioc'h a vugale ha skolajidi, liseidi ... Goude an troad, an dorn, ar c'hilog, ar gurun, ar sklerijenn ... Setu tro an aval abalamour da dem ar festival a zo “bout en e voued / à boire et à manger”. An aval a c'hell bezañ debret (gwastili, gant ur gontell, flastrenn avaloù ...) hag evet (chug avaloù, chistr, an hini kreñv ...).

Simpl eo ar reolenn : ret eo kas tri haiku d'ar muiañ (3 werzenn 5/7/5 zroad) e brezhoneg, galleg pe galloeg. Un haiku a vez diaezet war ar sellout ouzh traoù simpl, kavet en natur, un dra a zo c'hoarvezet dindan un amzer verr hag a zo fromus, direnkus, dic'hortoz. Ret eo kas ar barzhonegoù a-raok d'ar c'hentañ a viz genver 2011 da taolkurun@laposte.net.

Un nebeut skouerioù :

“Un aval e pal da zorn/ar bed etre da vizied / en un aval azv.” (Bernez Tangi)

“Aval ar person / kouezhet dirak ar presbital / didud.”

“E peseurt bro e varvin/pe e breton pe e gall/pe e greunennig un aval ?”

Embannet e vo el linenn diouzhtu war lec'hienn festival Taol Kurun ( (voir le site) hag e vo roet ar prizioù (levrioù, dafar evit skrivañ barzhonegoù, embannadur en ul levrig) e-pad ar festival goude ur brezegenn gant Malo Bouessel du Bourg ha sonerezh krouet gant skol sonerezh Kemperle.

Setu, d'ho pluennoù neuze !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 0 ?