Sekredoù Kernault : diduamantoù e brezhoneg evit ho pugale

Communiqué de presse publié le 8/10/10 7:55 dans Langues de Bretagne par Sophie Cougoulic pour Sophie Cougoulic
https://abp.bzh/thumbs/20/20123/20123_1.jpg

Maner Kernault a bed ar vugale evit un devezh leun a souezhadennoù hag a varvailhoù. Marc'heien, boudiged, tud-lapous, boudoù dreist-ordinal ganet diwar ijin tud ar Grenn-Amzer ha bev-mat hiziv an deiz c'hoazh

Diduamantoù e brezhoneg evit ho pugale dindan kiriegezh animatourien a-vicher… d'an 30 a viz Here,

An devezh-se a vo etre 10e da vintin betek 4e30 d'enderv er maner Kernault, e Mellag e-tal Kemperle. 20 bugel (etre 7 hag 11 vloaz) a c'hello kemer pezh. Bout vo c'hoarioù, dizoloadennoù... e brezhoneg. Pep bugel a gaso gantañ e bik-nik kreisteiz. Ar verenn-vihan a vo profet gant maner Kernault. Adal 9e30 vo an degemer er maner.

N'eus nemet 20 plas , trugarez deoc'h degas en-dro, ar buanañ posubl ho enskrivadurioù er skol, gant ur chekenn (7,50 € dre bugel ha dre zevezh) .

Kontañ a reomp warnoc'h ! Muioc'h a ditouroù d'ar 02 97 87 83 85 pe diwan.anoriant@gmail.com

Enskrivadur da gas dre lizher da Diwan An Oriant – 1 straed F. Buisson – 56100 An Oriant


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 1 ?