Ar c'herneveureg. Un taol-lagad war yezh tostañ ar brezhoneg

Conference publié le 7/10/10 11:11 dans Langues de Bretagne par Christian Le Feuvre pour Christian Le Feuvre
https://abp.bzh/thumbs/20/20100/20100_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/20/20100/20100_2.jpg

Ur yezh orinel eo ar c'herneveureg peogwir eo dasorc'het e deroù an XXvet kantved goude bezañ bet steuziet e-pad 100 vloaz.

Ur yezh dedennus eo evit ar vrezhonegerien dre ma z'eo an hini tostañ deus ar brezhoneg. Gouest e oa komzerien an div yezh-se d'en em gompren betek disivoud meur protestant . . Furchal a ra Ken George al liammoù etre an div yezh e-kerzh an istor, o stad a-vremañ hag o dazont.


A orin eus Kerne-Veur eo Ken George. Steredoniour ha moroniour a stummadur, dedennet eo ivez gant ar yezhoù keltiek, ar c'herneveureg da gentañ, ar brezhoneg da c'houde. Mestr prezegenn e Skol-Veur Plymouth, e krog neuze gant un doktorelezh e Skol-Veur Brest diwar-benn istor fonologiezh ar c'herneveureg. Meur a oberennoù a embann diwar-benn ar c'herneveureg, geriadurioù ivez hag ur pezh-c'hoari e stumm Grenn Amzerel.


Prezegenn aozet gant kevredigezh Nevez-Amzer Ploufragan

D'ar Meurzh 26 a viz Here,

Sal Ispaïa Zoopôle

22440 Ploufragan

Digoust

Darempred : Mediaoueg

Pgz : 02 96 78 89 20

Postel : mediatheque@ploufragan.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 3 ?