Koulm ar Marv, The Dove of death, romant polis gant Peter Tremayne troet e brezhoneg

Présentation de livre publié le 7/10/10 9:40 dans Langues de Bretagne par Erwan ar Menn pour Erwan ar Menn
https://abp.bzh/thumbs/20/20098/20098_1.jpg
Koulm ar Marv (The Dove of Death).
https://abp.bzh/thumbs/20/20098/20097_2.jpg
Peter Tremayne Berresford-Ellis 'pad Gouel al Levrioù e Breizh. Gwenrann miz Du 2007.

«Koulm ar Marv», «The Dove of Death», romant polis gant Peter Tremayne, troet diwar ar saozneg gant Jean-Michel Mahe.


Evit ar wech kentañ, e teu Fidelma da ren he enklask e Breizh, en-dro d'ar Mor Bihan.

War un dro gant he gwaz Eadulf eo savet e bourzh ul lestr kenwerzh, e Naoned. Kaer an amzer ha kompez ar mor, e kred dezho e vo didrabas an treizh betek Iwerzhon.

Met e-maez Enez-Edig, ez eo taget o lestr gant morbreizherion...


Koulm ar Marv, Peter Tremayne

Da zont er-maez e miz Here.

ISBN 978-2-916845-10-4

17€


Troidigezh c'hallek «The Dove of Death» ne vo ket embannet a-raok 2012.


Embannadurioù Aber a gemero perzh e Gouel al Levrioù e Karaez, d'an 30-31 a viz Here.


Embannadurioù Aber

115 Kergareg

29870 Landeda


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 4 ?