il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /2009.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Kantreadeg get barzhonegoù a-zivout an nevezamzer : D’ar 1añ a viz Mae, pand eo an amzer é arru brav, e vez maeet an tier e Breizh aveit degas chañs d’an dud ha pellaat tañvalded ar gouiañv. Kement-se a vez graet en Iwerzhon hag e Kernev-veur… Aveit akustumiñ ar re o deus-int ankouaet ha sevel liammoù etre ar rummadoù eh eus bet kinniget get kevredigezh Bemdez un tolp en arbenn da Gala-Mae (Beltan aveit ar Gelted kozh).

An deiz kent (ar Sadorn 30 a viz Ebrel) : An amzer gaer é tonet a zlee bout dasson ar brezhoneg é vleuñviñ en-dro. Tolpet e vo tud kozh ha bugale, brezhonegerion razh, a-gevret da serriñ mae ha maeiñ Baod. Lakaet eo bet an tolp da 4 e. 00 g.m. e « Tavarn S. Hubert » àr hent Gwened.

et#61558; 4 e. 00 g.m. : - Tavarn « Tavarn S. Hubert » e Baod. Kasit un droc’hell geneoc’h ! Sorbiennoù gant Daniel an Doujet. - Diskouezadeg. et#61558; 6 e. 00 g. m. : deomp asambl da vaeiñ Baod ! et#61558; 7 e. noz : pred aozet get Skol Diwan An Alre e sal ar Pennhêr en Alre. Na gwelloc’h aveit achu brav, bourraplted a vo c’hoazh. Mirit ho plas : 02 97 56 00 22.

D’ar Sul 1ñ a viz Mae : Èl ma vez bep blez e raimp ur valeadenn e koedoù Lanvaoz en ur glevet barzhonegoù a-zivout ar gwez en hengoun ar broioù keltiek, e brezhoneg, e gallaoueg, hag e galleg.

et#61558; 10 e. 00 : emgav e tavarn « Ar Loch Charlot » ár hent Bieuzhi – Kamorzh. et#61558; 10 e. 15 : tro-vale ha barzhonegoù e tachad ar Roc’h Du. Istoer ha sorbiennoù ag an tachad-mañ a-ziàr an natur, an evned hag ar Polpeganed. Avizoù àr ar feson da naetaat ar gwazhioù get Rojer Gweganoù ha kevredigezh Locaterre. et#61558; 12 e. 00 : pred er maezioù, kasit ho poued. et#61558; 2 e. 00 g.m. : baleadenn e Lanneier Lanvaoz. Lennadennoù ha barzhonegoù. et#61558; 4 e. 00 g.m. : lomm aveit diwezh an dro-vale.

Digoust nameit ar pred aveit Diwan. Degasit barzhonegoù ha benveger mar karit.

Aozet get Bemdez Ti ar c’hevredigezhioù / 6 straed ar Govuerezh 56 000 GWENED – pgz : 02 97 57 61 27 / 06 11 51 43 15


Vos commentaires :
Lundi 29 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.