Evit ar 14vet gwech, «Emglev Bro Douarnenez» 'zo vont da ginnig da tud Bro Douarnenez hag ar bed a-bezh abadennoù a bep seurt «adalek ar 16 a viz Here betek an 21 a viz Du». E-pad ouzhpenn ur mizvezh e vo lakaet war wel hor sevenadur hag hor yezh, war pep tachenn, gant plijadur ha startijenn, evit an holl !
«Roet vo lañs d'ar Gouel gant un dibenn sizhun fonnus, d'ar 16 ha d'ar 17 a viz Here.»
Evit ar re o deus c'hoant deskiñ, kregiñ barzh pe mont war raok, e vo kinniget «Stajoù» kan ha diskan, gavotenn ha brezhoneg war vor.
Ar re vihan e c'hello dizoleiñ ar sonerezh blues ha jazz, gant «Repris de Justesse» ha Junior Swing Parade, ur sonadeg divyezhek a lako anezhe da zañsal ha da ganañ.
Sadorn 16, 5 eur, Ty ar Yaouankiz ha Sevenadur, Douarnenez).
Ar re a blij dezhe tañsal o devo plijadur bras gant ur «fest-noz hir hir» d'ar sadorn noz, deus 7eur noz betek 2 eur mintin, gant «Startijenn, Termajik, Erik Marchand, Gaby Kerdoncuff ha Jean Floc'h, Jean-Pierre Quéré ha Christophe Me Lenn, Ghyslaine Sergent ha Koulmig Hascoët, Pierre Stéphan ha Mick Boennec, Bagad Douarnenez» hag ar fanfar «A bout de souffle»...
Peadra a vo da zebriñ ha da evañ war al lec'h evit kaout startijenn evit an nozvezh-pad...(Sal ar gouelioù Douarnenez).
Ha d'ar Sul e vo pedet «Lazh kanañ Breizh», evit plijadur an divskouarn : 100 kaner ha kanerez ha 10 soner deus Penn Ar Bed a-bezh renet gant Kristian Desbordes, o kas hor yezh war raog dre kanaouennoù eus ar vro, hengounel pe a-vremañ. (4e / Sal ar gouelioù Douarnenez)
Kavit amañ kevred ar programm gant an holl titouroù
E-barzh Emglev Bro Douarnenez emañ bodet kevredigezhioù sevenadur Breizh bro Douarnenez : Ulamir ar Gwaien, Div yezh bro Douarnenez, Gouel ar Filmoù, Korriged Is, Daoulagad Breizh, Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg, Bagad Douarnenez, Ti ar Yaouankiz hag ar Sevenadur, Mervent, Roudour…