Distro-skol an deskadur divyezhek : izel ar c'hresk

Reportage publié le 5/10/10 22:58 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20075/20075_1.jpg
Liza Jacq kelennerez nevez e skol Diwan Kistreberzh.
https://abp.bzh/thumbs/20/20075/20075_2.jpg
Paol Molac prezidant Div Yezh.
https://abp.bzh/thumbs/20/20075/20075_3.jpg
Tresadenn gant Eric Appéré.

Kaset deomp gant ar gazetenn Ya !

Da geñver distro-skol 2010 eo kresket un tammig an niver a skolidi divyezhek en tri hentad c'hoazh. 13 391 int bremañ goude ur c'hresk a 2,65 % dre vras. Ar c'hresk izelañ bet jedet biskoazh an hini eo avat. Erru eo ar bloaz 2010, ha c'hwitet da vat ar pal a 20 000 skoliad divyezhek a oa bet embannet e 2004 gant Jean-Yves Le Drian hag e skipailh.

E-barzh 180 skol ez eus eus ar c'helenn divyezhek hiziv an deiz. Met biskoazh ne oa kresket ken bihan an niver a skolidi div-yezhek en tri hentad. 5,91 % ouzhpenn a oa bet warlene. ”Evidomp, n'eo ket trawalc'h, diaesterioù e-leizh zo c'hoazh” eme Dangi Louarn, prezidant Kevre Breizh, ar c'henurzhierezh a vod kevredadoù ha kevredigezhioù hag a denn da sevenadur Breizh. ”Merkañ a reomp ez eo an deskadurezh katolik a gas an disoc'hoù d'an traoñ pa goll skolidi er bloaz-mañ (lenn izeloc'h ivez).” Gant an deskadurezh publik e teu ar c'hresk brasañ, gant 213 skoliad ouzhpenn. ”Met a-fed dregantad ez eo gant rouedad Diwan e'z a ar maout, gant tost 5 % ouzhpenn evit an eil bloavezh diouzh renk, gant ur c'hempouez etre an holl zerezioù, eus ar skol-vamm betek al lise.”

Ar c'hresk ne'z a ket war-raok en holl zepartamantoù er memes mod. 7,5 % a vugale ouzhpenn zo e Penn-ar-Bed en deskadurezh publik e 2010, ha 35 % ouzhpenn war an tri bloaz diwezhañ. Padal ez eus bet kollet 0,43 % a skolidi er prevez dre vras, ha betek 5 % er Mor-Bihan. «Ar pezh a ziskouez ne'z a ar c'helenn divyezhek war-raok nemet pa vez taolet kont ouzh ar goulenn ha ragaozet diorren ar c'hlasoù en ur mod sirius» eme Alan ar Gal, bes-prezidant Kevre Breizh e-karg eus teuliad an deskadurezh.

Div Yezh : “Komprenet he deus an Deskadurezh Stad”

“Kalz gwelloc'h eo bet aozet an traoù gant servijoù an akademiezh” a zisklêr Paol Molac, frealzet gant distro-skol 2010. “Kelennerien divyezehek a oa e pep klas kerkent hag en deiz kentañ. 21 c'helenner zo bet tutaet. Evit ar wezh kentañ eo bet asantet ha digoret gant an Deskadurezh stad kement raktres a oa bugale a-walc'h ennañ.”

E peder c'hêr ez eus hentadoù divyezhek publik nevez enta : e Plouha, Kemperle, Poullaouenn hag en Naoned (Batignolles). Brav eo el Liger-Atlantel hag e Penn-ar-Bed. An ensellerien o deus labouret evit ma yafe eeun an traoù. E 2008 ha 2009, ne oa bet digoret nemet daou lec'h nevez en holl e Breizh a-bezh.

15 post skolaer zo bet digoret : 6 e Penn-ar-Bed, 4 en Aodoù-an-Arvor, 3 er Mor-Bihan (4,5 digoret hag 1,5 serret), unan en Il-ha-Gwilen hag unan el Liger-Atlantel. N'eus bet serret hentad divyezhek publik ebet er bloaz-mañ avat.

5 605 bugel er skolioù publik divyezhek

213 bugel ouzhpenn zo o teskiñ e galleg koulz hag e brezhoneg e 2010/2010. 4 % a gresk. «N'eo ket fall met gortoz a raemp un tammig muioc'h.» Abalamour da zistro-skol 2009, a oa bet dipitus er Mor-Bihan dreist-holl, an hini eo ma ne'z a ket buanoc'h war-raok, hervez Paol Molac «Berzet e oa bet deomp klask krouiñ lec'hioù nevez. Setu perak ne welomp kresk ebet en departamant-se ar bloaz-mañ.»

Abaoe 2004 ez eus bet digoret 21 hentad pe klas nevez ha 14 anezho e Penn-ar-Bed. Eno ez eus tost 8 % a gresk.

Diaesoc'h en eil derez

Diaes e chom en eil derez c'hoazh avat. «Re a skolioù zo ha n'eus a vrezhoneg war o lerc'h er skolaj tost. Kollet e vez bugale mod-se. N'eo ket echu frammañ an eil derez er skolioù publik evit ar mare.» Pelloc'h e kred Paol Molac mont : «Ret eo anzav ivez ez eus kelennerien unyezhek o klask tardañ gant ar c'hresk evit gwareziñ postoù unyezhek. Da skouer e vez difennet ouzh bugale zo da vont eus ar skol-vamm unyezhek d'ar c'hentañ derez divyezhek. Pe c'hoazh e vez goulennet digant ar gerent sinañ un tamm paper bep bloaz da gadarnaat e tibabont an hentenn divyezhek. N'eo ket reizh. Gwall zispartius eo, a lavarfemp zoken.»

Dont da vezañ skolaer divyezhek : teir gwech aesoc'h !

Gant distro-skol 2010 er publik ez eus lec'h da vezañ frealzet hervez Paol Molac : «Komprenet he deus an Deskadurezh-Stad e oa ret dezhi aozañ hentadoù div-yezhek. Abalamour da se, n'hon eus ket aon ken da goll bugale.» A-fed stummañ ez eus bet digoret ur master boutin gant skolioù-meur Roazhon ha Brest, evit deskiñ kelenn er c'hentañ derez ivez. «Mont a reomp war-raok.» Hag eñ da vroudañ an danvez-kelennerien : «Ar re o deus c'hoant da vezañ skolaer o deus teir chañs war beder da dapout ar genstrivadeg div-yezhek, e-skoaz unan war daouzek evit ar genstrivadeg unyezhek. Kement-se peogwir hor bo ezhomm eus muioc'h a gelennerien er c'hentañ hag en eil derez er bloavezhioù a zo o tont. Pa soñj lod c'hoazh ne servij ar brezhoneg da netra...»

«Gant ar skolioù publik e teu ar c'hresk brasañ met gant Diwan n'eo ket fall tamm ebet, frealzus eo. Ar pezh a c'hoarvez er skolioù katolik a zo dipitus da vat. Tud zo zo o klask diskar ar c'helenn div-yezhek enno» a zisklêr an hini a zo ivez prezidant trede kambr ar C'huzul-Rannvro, hini Kuzul Sevenadur Breizh. “N'ez a ket buan a-walc'h ar c'hresk. Ezhomm hon eus eus ur prantad bruderezh evit broudañ an dud da lakaat o bugale en hentennoù divyezhek. Pegoulz e vo tizhet an 20 000 bugel avat ?”

Diwan : ur skol nevez ha 4,74 % a gresk

3 361 bugel ha krennard zo skoliataet e rouedad Diwan evit ar bloavezh 2010/2011. Kenderc'hel a ra ar skolioù dre soubidigezh da greskiñ muioc'h-mui neuze, e-skoaz 2,84 % a vugale ouzhpenn e 2008 ha 4,32 % e 2009. Ur skol nevez zo bet digoret er Vro Vigoudenn, e Plogastell-Sant-Jermen.

En eil derez eo un tamm brasoc'h ar c'hresk eget er c'hentañ derez (5,44 %, e-keñver 4,44 %), ar pezh a ziskouez n'eo ket techet ar vugale da vont d'an deskadurezh unyezhek pa vez anv da lakaat o anv er skolaj. Kement-se zo frealzus a-walc'h a-fed dazont Diwan evel-just. Ken frealzus all eo gwelet eo ar vugale daou ha tri bloaz ar re niverusañ er skolioù kentañ derez (22,72 %, e-skoaz 20,90 % e 2007).

En Aodoù-an-Arvor eo e kresk kentañ derez Diwan ar muiañ (14,4 %) a-drugarez da skolioù evel hini Plounevez-Moedeg (+ 52 %) pe hini Louaneg (+ 30 %). E-keit-se e talc'h ar skolioù koshoc'h da vont war-raok ivez : + 14 % e Lannuon (106 bugel), + 24 % e Dinan (63 bugel)...

Klouaroc'h an traoù er Mor-Bihan, evel en deskadurezh publik ha prevez avat. Stabil-rik eo an niver a skolidi (353), daoust d'ur c'hresk a 15,7 % en Oriant. Kollet zo bet skolidi e Gwened, da skouer. Kreskiñ dousik a ra skol Diwan Pariz ivez (+ 2,38 %)

En eil derez eo stabil an niver a skolajidi e Penn-ar-Bed (406 e 2010/2011), koulz hag er Mor-Bihan. E skolaj Plijidi (22) avat e vez degemeret 202 krennard bremañ, e-skoaz 176 warlene. Dousikoc'h ez a an traoù en Naoned. Met, evel er c'hentañ derez, eo asur dazont ar skolajoù, gant 30 % eus ar vugale er c'hlasoù 6vet, koulz hag hini al lise (252 skoliad). 61,3 % eus skolajidi Diwan zo bet degemeret e Karaez evit distro-skol 2010 (e-skoaz 49,6 % e 2006).

Klask kelennerien bepred

O klask kelennerien emañ Diwan bepred (s.o. kinnigoù-labour, p.10). Laouen eo ar rouedad da zegemer stajidi en he c'hreizenn-stummañ Kelenn, e Kemper. 17 int evit ar c'hentañ derez ha 16 evit an eil er bloaz-mañ.

Deskadurezh katolik : brezel ar sifroù

Gant an hentad katolik an hini eo eo an diaesañ er bloaz-mañ. Evit ar wech kentañ eo digresket an niver a vugale skoliataet e-barzh klasoù divyezhek ar prevez. Daou hentad zo bet roet lañs dezhe e Lannuon hag e Lokournan (dres pa ra berzh ar skol Diwan nevez eno), ha serret klasoù Ploubêr, Tregaeg ha Gourin e-keit-se. Setu kollet 19 skoliad divyezhek gant an deskadurezh katolik dre vras. Ha 120 bugel er skolioù-mamm. «Distruj an hentenn a zo war aozañ, da vat. 120 bugel kollet er skol-vamm a dalv 120 bugel na yint ket d'ar c'hentañ derez. Ur mantr eo. Ar skol-vamm eo ar pep pouezusañ abalamour da se, hag ivez peogwir e kont kalz an oad-se da zeskiñ diazezoù ar yezh ez-yaouank» eme Yann Le Corre, eus Dihun. Dizemglev zo etre melestradur an deskadurezh katolik ha Dihun a-fed sifroù da embann avat. «Hervezomp eh eus ur c'hresk eus 3868 bugel e 2009 da 3974 e 2010. Dihun a denn skolioù diouzh ar c'hontoù hollek» eme Yann Verney, kenurzhier an deskadurezh katolik divyezhek. «Ne gontomp ket er memes mod, a respont Yann Le Corre. Sifroù ar c'hentañ derez eo ar re-mañ. Hag er rummad-se e welomp-ni un digresk, er Mor-Bihan paneveken (89 bugel kollet) peogwir ne renablomp ket ar c'hlasadoù ha n'int ket divyezhek hanter-hanter rik, evel ar pezh zo c'hoarvezet e Gourin.» Eno n'eus ur c'helenner divyezhek nemet evit 75 % eus an amzer. E Sant-Jili an Hen Bont ivez e oa bet kontet ur c'hlasad re vihan evel divyezhek, padal int bet lakaet er rummad unyezhek a-benn ar fin. «108 bugel divyezhek da vat hon eus kollet er Mor-Bihan en holl e gwirionez. Biskoazh ken fall ! 13 % a zigresk er c'hentañ derez hag 8 % en hini kentañ.» Luziet-mat an traoù gant an deskadurezh katolik enta.

Pelloc'h e kred mont dileuridi Kevre Breizh e-keñver ar prevez : «En hentad katolik, n'eus ket eus ur gwir stummadur evit ar c'helenn e brezhoneg e-barzh ar Master deskadurezh, ha ne gomprenomp ket e vefe roet yalc'hadoù Skoazell [d'ar studierien a fell dezhe mont da gelenner e brezhoneg pe war ar brezhoneg] gant ar Rannvro evit ur stummadur ha n'eus ket anezhañ, pe c'hoazh e vefe skoazellet un hentad ha ne zouj ket d'an emglev sinet gantañ» eme Alan ar Gal, a-unvouezh gant Yannig Baron, prezidant Dihun. Gortoz a ra Kevre Breizh ma c'houlenno ar C'huzul-Rannvro displegadennoù digant an deskadurezh katolik «war seurt politikerezh diskarañ», pa oa bet sinet un emglev-harpañ etre an daou ensavadur e 2004, evit kas ar c'helenn divyezhek war-raok.

Distro-skol kentañ : en tu all d'ar c'harzh

A-boan tapet ganti he c'henstrivadeg kelennerez, setu m'eo kroget Liza Jacq gant ar c'helenn. Tremenet eo eus stajiadez da skolaerez da vat.

Labouret he deus kalzik e-pad an hañv evit prientiñ an distro-skol. Deuet eo an devezh bras, m'en em gav-hi e-karg eus 16 bugel, war 4 live, e skol Diwan Kistreberzh. Ha setu ma teu labour ouzhpenn dija. “Ne glote ket atav ar wirionez gant ar pezh am boa soñjet. Savet em boa ma frogramm hep gouzout netra war live ar vugale, war o diaesterioù. Ranket 'm eus ober diouto, buan.” emezi. Labour zo bet met plijadur ivez. Plijadur dre ma c'hell kontañ war ar pevar bugel CM2, emren en o labour ha prest da sikour ar re vihan ha da lakaat ar c'hlasad war an tu mat. Plijadur ivez da vezañ harpet gant ar gerent.

Pemzektez goude an distro-skol e wel Liza sklaeroc'h en he labour. «Met n'eo ket echu c'hoazh na tost. Dav eo merañ mat ar vugale evit ma vefe graet tout ar pezh a zo bet raktreset» emezi c'hoazh, dalc'het ma vez gant he labour-prientiñ bemdez. Hag hi da santout gwelloc'h bremañ pegen pounner eo lakaat e pleustr ur mont en-dro, boazioù, doareoù d'ober. Pa yelo plaen an traoù en-dro e c'hello-hi klask efedusaat he doareoù. Tamm-ha-tamm e vez graet e vragoù da Yann.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 1 ?