Bouyabes : un Eden tost d'an ifern ...

Dépêche publié le 5/10/10 7:47 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20055/20055_1.jpg

250 a dud d'ar merc'her, 250 d'ar yaou, leun chouk sal an Artemuz 'ba Brieg, e kreiz ar sizhun. Deuet eo a-benn ar skipailh Teatr Piba da sachañ tud evit diskouez dezho o labour arzel.

E kreiz ar sal e oa ar skrivagner, Erwan Kloareg. En nec'h e oa al leurennier, Tomaz Kloareg, e breur, oc'h ober war dro an ardivinkoù (gouleier, son) ha gant tud a rae an iztitlañ.

Kaset eo bet ganto ur brav a labour : aktourien en o aes, gwelloc'h eget biskoazh. Derc'hel a raio soñj tout an dud deus an tudennoù disheñvel kenañ c'hoariet gant Tangi Daniel, farsus hag a lakae aergelc'h ar pezh (teñval, kriz ha kalet) da vezañ skañvoc'h. Marion Guen a c'hoari ur vaouezh kozh, a vutun hag a ev, kollet e spered ganti, hag a cheñch e fin ar pezh : kanañ a ra, evel an holl c'hoarierien.

Deuet eo a-benn da c'hoari brav ur perzh diaes an aktourez, nann vrezhonegerez anezhi, Charlotte Heilmann : hini ur vaouezh kozh deuet da vervel e bro Totor, e amourous kozh.

Kad eo Tony Foricher da c'hoari ur paour kaezh inosant ganet ur sadorn da noz ha war lerc'h hini sant Fru, gwad en e zaouarn, en un doare tragediezh klasel.

Laouen an arvesterien, laouen gant ar gouleier renket brav-kenañ, gant kinkladurioù graet mat, gant ar sonerezh kempennet gant keur an harlued, neuze petra a vanke da Janig arvesterez ?

Petra oa an istor ? Bez oa meur a istor, meskaj kontadennoù, kanaouennoù, ur bed drailhet, bed repuidi broioù pell,ur bed dispi ha difiñv e lec'h e vez karet an dud ur wech marv, ur wech dieubet deus o diaouled diabarzh ... Traoù mesket, a-ratozh, kredapl ?

Ur skritur a zo, anat eo ha ret eo da Erwan kenderc'hel gant ar bed kevrinus en deus ijinet aze. O sikour ac'hanomp d'e gompren gwelloc'h ?

Domaj e vefe bet skrivet e galleg da gentañ a-raok ma vefe troet e brezhoneg gant Aziliz Bourges. Komzoù hir a oa diaes da heuliañ evit an nann-vrezhonegerien. Ma vefe ar pal lakaat an dud ne gomprenont ket ar brezhoneg da vezañ en o aes (e-barzh pezh Ariane Mouchkine gant 10 yezh disheñvel, «le dernier caravansérail», ne oa ket kalz traoù troet e galleg evit an arvesterien, fiñvadegoù, istorioù kontet gant ar c'horf, ' tra tout). Marteze e vefe bet gwelloc'h berraat an destenn-se, kuit da lenn anezhi en e bezh war lerc'h, ' doare 'veze graet gant Teatr Penn ar Bed. Ha pevare e vo moien lenn an destenn, evit kemer amzer d'e lenn ?

Buhez hir koulskoude da Deatr Piba, en deus prouet e oa hentoù all evit ar c'hoariva e brezhoneg, ha c'hoariva a galite. Gant ma vo berroc'h ar gomzoù un tamm, ha fromusoc'h c'hoazh.

Lec'hienn ar strollad : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 6 ?