Devezhioù ar brezhoneg e Bro An Alré

Communiqué de presse publié le 3/10/10 17:14 dans Langues de Bretagne par Christian Le Meut pour Sten Kidna An-Alre
t:0

Evit ar bedervet gwezh e vo kinniget Devezhioù ar brezhoneg e Bro An Alré get Ti Douar Alré ha Kerlenn Sten Kidna, e pad Bro Alré gouil bamdé : 15, 21, 22 ha 23 a viz Gouel Mikael-Here.


— Digwener 15 a viz Gouel Mikael/Here :

Un arvest evit bugale ar skolioù divyezhek. War dro 400 krouadur a vo tolpet e sal Émeraude, adalek 10 e 30, d'ar gwener 15 evit sellet doc'h un arvest e brezhoneg penn da benn, hag evit kemer pezh ennan ! Razh bugale ar skolioù divyezhek a Vro An Alré a zay da Lokoal Mendon : nav skol hag an teir hentenn (diwan, skolioù publik ha skolioù privez). Jakez Ar Borgn a zo bet pedet ar bloaz mañ : soner, kaner, sonaozer, kanaozer, furlukin ha c'hoarier a-wechoù. Teir kwech eo deuet ar maout gantañ e Kan ar Bobl Pondi. Produet gantañ 3 CD Alato, Aiou, Pok ha pok. Jakez a zo ivez aktour (Strollad ar Vro Bagan), ha kelenner e skolaj Diwan (Gwiseni).

Digwener 15 a viz Gouel Mikael : sonadeg get Gwennyn e Lokoal-Mendon 8 e 45. (voir notre article)


— Diriaoù 21 : ur skrivagner pedet e Bro an Alré : Hervé Gouedard.

D'ar yaoù 21 a viz Gouel Mikael (Here), e vo pedet ar skrivagner Hervé Gouedard, bet skrivet getan « Liñvadenn Kastelaodren ». Al levr-se n'eus bet priz Sten-Kidna Le Bono au long cours 2010.

Hervé Gouedard, en em gavo get skolajidi divyezhek Bro An Alré.

6 e 30 noz mediaoueg Brec'h :

H. Gouedard a lenno un danevell dirak an dud.

Digor d'an holl. Evit netra.


— Digwener 22 a viz Here, 3 e gm : Kafe-bara-amannenn e Pleuwigner.

Kafe-bara-amannenn a vo en-dro d'ar gwener 22 a viz ar Gouel-Mikel ; atav da 3e hag atav e sal an Tanin e Pleuwigner. Kafe da evet, bara segal da zebriñ hag amannenn da lakaat àrnezhañ a droc'had ! Ha, forset-mat, tud da zrailhiñ ar gaoz, da varbotal, da batouilhat, da ... lâret kaer. Digor eo d'an holl.


— Digwener 22 a viz Here, 8 e noz, Brec'h : ur chapelig e tassoniñ.

Un nebeud sonerion a veg a vro an Alre pe ag un tamm pelloc'h a zo bet pedet da lakaat chapel ar bleuñv da zassoniñ. Tonioù da selaou, a capella, get div vouezh, pe àr-un-dro get ur benveg. Tonioù kozh pe kempennet a-nevez evit an degouezh. Hag ar sonennoù pe ar c'hanennoù a yay dre o hentoù kuzh betek kalonoù an dud, hag a lakay mar a dra da zispak enne. Ha marse an c'hoant da soniñ d'o zro, pe da zeskiñ ar yezh !


— Disadorn 23 a viz Here 8 e 45 :

C'Hoariva e Pluergat : Diwall er festival !

Goude « An Oaled » (Roparzh Hemon), « Troioù kamm Skapin » (Molière), « Malachap story » (Obaldia), ar Strollad C'Hoarivari a ginnig ur pezh c'hoari skrivet gete : « Diwall er Festival ! ». Ur serial killer a zo er Festival : lazhet eo bet getañ 5 penn-soner (ar vre vrudetañ : Kemper, Lokoal-Mendon, Cap Caval...) ha den ebet ne ouia piv en deus graet an torfed : ar paour gaezh gomiserez ne za ket a-benn da gaout un diskoulm. Seizh c'hoarier, ur burev er c'homiserdi a ziskouez mat bed ar polis hiziv an deiz. Ambians ar festival get sonerezh binioù bras klevet ingal, pennadoù fentus a ziskouez ul lodenn vat deus tud ar festival a blij dezho riboulat, kanañ, mont d'ar c'hoop bio, ha bevañ gant nebeut a dra. Ar pezh c'hoari a zo bet skrivet a-stroll (4 skrivagner).

Chapel Sant Servais

Kreiz ar vourc'h

Pluergat

4 euro

Titouroù : Kerlenn Sten Kidna, 02 97 29 16 58


Vos commentaires :
Vendredi 3 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.