Daniel Giraudon eo (kelenner, tudoniour ha konter) a gomzo er « Café Breton » d'ar meurzh 5 a viz Here, 6 eur noz, stal-levrioù Dialogues, straed ar Siam e Brest.
Skrivet en deus ar paotr meur a levr diwar-benn kredennoù ha troioù-lavar ar bobl, koulz e Breizh Izel hag e Breizh Uhel : « Du Coq à l'âne » e-keñver al loened, « Du soleil aux étoiles » diwar-benn an oabl, al loar, an heol, ar glav ; « Du chêne au roseau » war ar gwez, ar geot, al louzoù...
Meur a vloavezh eo bet ret evit dastum an teñzorioù-se digant ar re gozh, hag ur blijadur nevez eo bepred klevout Daniel Giraudon displegañ anezho a-nevez gant startijenn, fent ha ha from kemmesket. Dont a raio gantañ daou vignon kozh dregeriad, Roger Daniel ha François Le Faucheur.
Deuit e-leizh ! Plijadur a vo ! Komzet vo brezhoneg ! Yezh Bro Dreger evel just !
■