25 bloaz Coreff : ar bier evel liamm sokial

Communiqué de presse publié le 27/09/10 10:47 dans Economie par Gwenael Dage pour Ya !
t:1
https://abp.bzh/thumbs/19/19946/19946_1.jpg
Laouen eo Mathieu Breton gant ar mod ma ya e stal war-raok. Pediñ a ra an holl da ouel 25 bloaz Coreff e Karaez da zañsal war donioù Red Cardell Startijenn Dom Duff ar Groove Boys Bagadoù Karaez ha Perroz-Gireg Les V'lacor Rock'n Diroll adalek 6&

25 bloaz zo e Montroulez e kroge daou zen gant un avantur bras, krouiñ ur stal produiñ bier. 25 bloaz goude eo diazezet ar vreserezh e Karaez, e-tal an ti-gar. Treiñ a ra ar rod.

Er bloavezhioù 80, ur wech serret breserezh Kerinou, e Brest, ne veze ket produet bier ebet ken e Breizh. E miz Mae 85, ur wech sellet ganto a-dost penaos e veze graet en tu all d'ar mor, e lakaas Christian Blanchard ha Jean-François Malgorn reiñ lañs d'ur stal nevez, ar "Brasserie des 2 Rivières", staliet e Montroulez, gant o bier kentañ, dezhi ul liv teñval hag un anv hag a zeuio da vezañ brudet pelloc'h eget bed ar vrezhonegerien, “an hini goularz”.

Er bloavezh 2010 e adkavomp ar memes spered e Karaez, tro-dro d'ar bier Coreff. Mathieu Breton ha tri c'heneil all a zo bremañ e penn an afer. Arouez ar bier n'eo ket mui al leon daoubennek met ur marc'h breizhat, pounner ha gouez, solut ha kreñv. Tro-dro d'ar bier kentañ e kaver bremañ 6 all, eus an hini du d'an hini melen, eus an hini bio d'an hini gwenn. “Trawalc'h a seurtoù a zo evel-se” a embann sklaer Mathieu Breton, rener ar stal abaoe daou vloaz hanter. “Bremañ e chom da wellaat ar rouedad servij a-benn kinnig un evaj gwelloc'h c'hoazh d'ar pratikoù.” Hag eñ da ziskouez an holl labourioù bet kaset da benn er vreserezh evit ma vefe gwellaet kalite ar bier.

Fest-noz vras d'an 9 a viz Here

Bep pemp bloaz eo boas renerien ar stal da aozañ ur gouel, tra ken evit ar blijadur da vodañ ar vignoned. “Pelloc'h eget pourveziñ bier d'an holl e fell deomp bezañ e-kreiz ar vuhez sokial ha sevenadurel ha reiñ lañs dezhi” a zispleg c'hoazh Mathieu Breton o venegiñ ar standoù a vo dalc'het e-pad an nozvezh-se gant kevredigezhioù evel Divyezh pe Diwan, ar c'hoant da bediñ arzourien eus ar vro da vrudañ o sonerezh. Gant ar gouel-mañ e fell dezhañ trugarekaat an holl re a laka buhez er vro evel ma klask-eñ ober. Nozvezh an davarnourien an hini e vo, pa 'z, eus bet pedet ouzhpenn 250 anezho da zont betek sal ar Glenmor. Nozvezh ar c'hevredigezhioù a vo ivez, toare, rak gortoz a reer war ouzhpenn 1 000 den.

Derc'hel sioul

Daoust d'ar vrud en deus tapet ti Coreff ha daoust d'ar c'hresk dereat a vez gant o aferioù, a vloaz da vloaz, e oar paotred ar stal chom uvel. Gouzout a reont n'int ket kalz a dra e-keñver ar broduerien vras, ha gall pe velgiat e vefent. “Dister-tre e chom pouez ar merkoù bihan e-skoaz ar merkoù bras, er gourmarc'hadoù, dreist-holl” emezañ c'hoazh. En ostalerioù, padal, n'eo ket heñvel-tre rak plijout a ra d'an dud bezañ souezhet gant blazioù ha livioù nevez. Ouzhpenn 10 % a gresk a vez gant ar stal bep bloaz hep m'o dije lakaet ar pouez war ar gwerzh ha “c'hoarvez a ra gan[te] nac'h lakaat hor bier en ostaleri pe ostaleri” rak ne fell ket dezho greskiñ forzh penaos.

Kenderc'hel gant o hent ha padout a seblant bezañ ar gerioù-stur. Evit ma vefe c'hoazh eus bloavezhioù all. Da c'hortoz, evit ar bloavezhioù o tont emaint o vont da labourat war an doare da ginnig ar bier, da embann sklaeroc'h kalite o froduioù.


Vos commentaires :
Lundi 6 mai 2024
ur titl «calque» penn-da-benn eus ar galleg .....
0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.