Digoret e oa bet skol Diwan Plogastell ar sizhun paseet, ha brav eo al labour kaset da benn. Petra eo soñj ar prezidant ?
- Plijus kenañ eo digeriñ ur skol Diwan e lec'h ne oa ket deus outi. Abaoe pell e veze klasket gant ar vro vigouden digeriñ ur skol du-mañ, graet eo bremañ ! Plijusoc'h c'hoazh eo pa ouzer e oa raktreset digeriñ e 2011 met ken mennet e oa ar gerent da gregiñ gant ar skol, deuet e oant a-benn da zigeriñ anezhi e 2010. Pouezus kenañ eo reiñ ar chañs d'ar vugale kaout o darempredoù sokial kentañ e brezhoneg.
Diaes eo bet ?
- Labour 'zo d'ober sur, met n'eo ket ken diaes, bremañ eo Diwan Breizh a sikour kalz ar raktresoù lec'hel. Melestradur zo d'ober ivez eveljust, met dre vras, n'eo ket ken start.
Degemer maer Plogastel hag an dilennid : penaos e oa ?
- Bolontez ti kêr Plogastell e oa digeriñ ur skol Diwan aze. Evito eo ur chañs evit lakaat ar vourc'h da vezañ bev, reiñ un dibab d'ar familhoù etre an divezhegezh pe an unyezhegezh. Hag ouzhpenn-se o deus c'hoant feurmiñ ar skol a vo dieubet a-benn 2011 peogwir emaint o sevel ur skol publik nevez.
Plas ar brezhoneg er c'huzul skoazell hag en AEP : diskourioù a zo bet graet e brezhoneg devezh an digoradur, kad an holl gerent da gompren neuze ?
- Eveljust n'int ket brezhonegerien holl ar gerent, bez zo div familh hepken gant un tad hag ur vamm gouest da gomz brezhoneg. Met e-barzh an hanter deus ar familhoù e vez unan a oar brezhoneg, pezh n'eo ket netra! An daou vurev, hini ar c'huzul skoazell hag hini an AEP zo meret gant brezhonegerien hepken.
Ha penaos e welit dazont ar skol ?
- Pal ar skol-mañ a zo kaout 3 c'hlas en holl, evit poent 'zo 11 bugel met bugale all a erruo e kreiz ar bloaz hag ar bloaz a zeu, rakenskrivet int dija.
Bugaligoù Diwan a vo e Plogastell !
■