Diwan : raktres digoradur ur skol koste Plerin

Communiqué de presse publié le 24/09/10 17:14 dans Langues de Bretagne par Dominique Jacq pour Dominique Jacq

Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha Kuzul Skoazell Skol Diwan Bro Blerin ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 33 bloaz :

D'ar Yaou 30 a viz Gwengolo 2010

Adalek 8 eur noz

Er greizenn sevenadurel : sal Camet

La Ville Robert

22590-Porzhig

Digoust ha digor d'an holl


Petra eo ar skolioù Diwan ?

Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ?

Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan.

Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !

Tud e-karg eus Diwan a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù.

An digarez ho po ivez da gejañ gant tud bugale ar vro o deus bet c'hoant da gemer perzh er raktres-mañ en un doare pleustrek, e-barzh ar c'huzul skoazell o deus krouet e-pad an nevez-amzer. Laouen e vint o reiñ titouroù deoc'h diwar-benn emdroadur o difraeoù.

Titouroù a-zivout an emvod :

Sonia Zaoumi

karget a gefridi war an diorren Diwan :

02 98 21 33 69

pe 06 24 90 36 03

sonia.zaoumi@diwanbreizh.org

ha diwan.breizh@wanadoo.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 9 ?