Kenavo Paskal Boccou

Disparition publié le 24/09/10 9:49 dans Nécrologie par Elen Rubin pour Elen Rubin
https://abp.bzh/thumbs/19/19911/19911_1.jpg

Emañ «Emglev Bro Douarnenez» o paouez koll e brezidant. Stourmer dalc'hus e oa «Paskal Boccou» war dachenn ar yezh hag ar sevenadur breizhat. Nouspet raktres a-stroll en deus kaset da-benn a-drugarez d'e nerzh divent.

Soñj hon eus eus outañ o youc'hal da reiñ kalon da berzhidi ar Redadeg 2010.

Ne ankounac'haimp ket Paskal o sachañ kanerien d'e heul da geñver Ribin ar Sardin. Nag a blijadur o rannañ glad Douarnenez asambles.

Da viken e chomo ennomp e youl da lakaat da zigejañ ar stourm sevenadurel ha blaz ar gouel evit ma tasono ar brezhoneg e divskouarn kement hini er vro. Unan eus an arouezioù kreñvañ eo Gouel Bro Douarnenez, darvoud bloaziek ar sonerezh, ar c'han, ar c'hoariva, al lennegezh, ar sinema e brezhoneg…

D'ar 16 a viz Here e vo roet lañs da festival ar bloaz-mañ. E koun Paskal e vo dalc'het, gant «plijadur ha startijenn», e c'her-stur. Mankout a ri deomp, spontus. Kenavo paotr !

Emglev Bro Douarnenez hag e izili : ULAMIR ar Gwaien, Div Yezh, Korriged Is, Daoulagad Breizh, Gouel ar Filmoù, Bagad Douarnenez, UGB, TYS, Mervent.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 8 ?