Distro-skol a-feson e Kentelioù an Noz

Communiqué de presse publié le 21/09/10 15:24 dans Langues de Bretagne par Ronan Herve pour Ronan Herve
https://abp.bzh/thumbs/19/19877/19877_1.jpg
Kevin Caillaud hag Aurélien Le Masson.

En em staliet eo ar c'hentelioù en 8 kumun e departamant al Liger-Atlantel e lec'h e vez kelennet ar brezhoneg d'an dud deuet gant Kentelioù an Noz.

Lañset eo ar bloavezh da vat !

Degemer a reomp ar skolidi nevez hag an izili barrek gant plijadur vras.

Eürus-tre omp ivez da embann amañ hon eus tutet ur stummer nevez, Aurélien Le Masson. Aurélien a raio war-dro diorren pedagogel ar gevredigezh, asambles gant Kevin Caillaud, a labour ganeomp abaoe bloaz, d'ar c'henurzhiañ, d'ar buheziñ sokio-sevenadurel ha da sked hor framm departamant.

Gant an tuta nevez-mañ e stag Kentelioù an Noz d'ar micherelaat hag a c'hell kinnig traoù nevez, evel ur c'hleub dizoleiñ ar brezhoneg evit ar vugale etre 7 ha 10 vloaz, ur stal-labour gant ar liesvedia evit an dud deuet ha sadornvezhioù adwelet.

Strollad c'hoariva «Electrake» a vo kreñvaet gant krouidigezh ur strollad c'hoariva evit an dud deuet. Ra zeuio an holl dud intereset !

M'oc'h dedennet gant hor c'hentelioù, stalioù-labour ha dudioù a bep seurt, kit e darempred gant Kevin hag Aorelian 02 40 20 39 74

kann@netcourrier.com


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 5 ?