Sinadur ar garta Ya d'ar Brezhoneg gant Kumuniezh-kumunioù Bro an Hirwazh ha kumunioù Lannildud ha Porspoder

Communiqué de presse publié le 21/09/10 10:49 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne 44
t:2
https://abp.bzh/thumbs/19/19871/19871_1.gif
https://abp.bzh/thumbs/19/19871/19872_2.jpg

O vont war-raok emañ ar garta Ya d'ar brezhoneg : 3 strollegezh nevez a vro Leon o doa sinet d'an 10 a viz Gwengolo 2010 e Lañriware.

Dirak an it. Lena Louarn, bespresidantez ar C'Huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez Ofis ar Brezhoneg, an ao. Talarmin, prezidant ar GK (maer Plouarzhel, bet sinet ar garta gantañ c'hoazh) hag ar besprezidant, an ao. Reun Treger (maer Treouergad), an ao. Raymond Mellaza, maer Lannildud hag an it. Colin-Maréchal, kuzulierez-kêr e Porspoder, o doa sinet ar garta Ya d'ar brezhoneg.

Dibabet o deus an 3 strollegezh labourat a-benn tapout al label live 1 ac'hann da vloaz pe zaou.

Heuliañ a reont, gant ar sinadur-se, skouer 6 kumun all eus ar gumuniezh (Konk-Leon, Lokmaria-Plouzane, Milizag, Plouarzhel, Plougonvelen ha Treouergad) ha gellout a raint, pep hini gant he lusk, diorren ar brezhoneg war tachenn ar gumuniezh.

En he frezegenn he doa pouezet an it. Lena Louarn war an ezhomm da ziorren ar brezhoneg e skolioù ar Gumuniezh-kumunioù. An tri hentad divyezhek – Diwan, publik, ha prevez – a zo staliet dija e skolioù ar gumuniezh hag an niver a skolidi a gresk ingal.


Vos commentaires :
Lundi 6 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 4 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.