Lanv glas : ur pardon ispisial disul ...

Chronique publié le 18/09/10 16:14 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/19/19830/19830_1.jpg
7lrbu1vfmzo5a7d7sok8.mp4

Parklec'h an draezhenn : an ekologourien. Parklec'h ur c'hilometr pelloc'h : hini al labourerien douar. Hag etre an daou ?

Koulskoude o doa Jean Hascoet ha maer Ploneve, Aotrou Divanac'h kavet un emglev evit bodañ an holl asambles. Prezidant kumuniezh kumunioù ar Porzhe, Aotrou Divanac'h a oa a-du evit ma vefe un emsav tud o kenlabourat evit gwellaat stad an traoù (dastum bezhin glas ne c'hell ket bezañ un diskoulm padus) a vefe diskouezet asambles disul.

Neuze, piv a vo trec'h warc'hoazh ? Follentez pe furnez ? D'ar vanifesterien da brouiñ int gouest da glask asambles un diskoulm d'ar gudenn. Ouzhpenn ur gudenn lec'hel eo : e pep lec'h en Europa, war bord ar mor e vez lanvioù glas, neuze, perak ne vefe ket ar Vretoned o ijin un doare disheñvel da labourat an douar, da sevel moc'h, evit ma vefe an touristed o tont en dro e bae santez Ana evit kourronkañ (ur metrad bezhin glas a oa e miz Even 2010)?

Santez Ana a gonduie gwechall ar re varv d'ur bed all, Ana, rouantelezh an Anaon, liamm etre ur gevredigezh santel ha kristen a lak mabden e kreiz ar bed hag ur gevredigez keltiek a zouje ouzh an natur ...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 0 ?