Aet eo d'an anaon Georges Lombard, kadoriad kentañ Skol-Uhel ar Vro

Communiqué de presse publié le 15/09/10 11:59 dans Nécrologie par Patrick Malrieu pour Patrick Malrieu
https://abp.bzh/thumbs/19/19794/19322_5.png
https://abp.bzh/thumbs/19/19794/19794_6.jpg
Georges Lombard (tu kleiz) a oa bet roet gantañ Karkan an Ermin e Kemper e 1991. Ivez Robert Legrand ; Pierre Laurent ha Pierre-Jakez Helias.

Kadoriad, izili Skol-Uhel ar Vro ha kolaj an Erminiget a zo glac'haret o kemenn deoc'h ez eo aet da anaon Georges Lombard, kadoriad kentañ Skol-Uhel ar Vro eus 1981 da 1986, ezel eus Urzh an Erminig, un urzh krouet gant Yann IV e 1381.

Roet en doa dezhañ ul lusk nevez e 1972, pa oa kadoriad ar C.E.L.I.B., p'en doa roet kolier an Erminig da René Pleven.

.

Lidet e vo e obidoù digwener ar 17 a viz Gwengolo da 2e15 goude koan en iliz Sant-Loeiz e Brest.

Ho koulenn a reomp en em unaniñ a spered da eñvor an hini a chomo evit an holl un difennour kalonek ha mennet eus ar Vro hag he sevenadur.

 


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 4 ?