Levrioù nevez priz ar yaouankiz 2011

Présentation de livre publié le 9/09/10 21:30 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/19/19735/19735_1.jpg

Ganet eo ar priz e 2004, aozet gant ar gevredigezh fea, b' An Arzhanaou, asambles gant an ti-embann Keit Vimp bev. Kemeret o doa perzh 1500 skoliad ar bloaz paseet.

Setu neuze an dastumadeg levrioù Priz ar Yaouankiz kaset a-benn nebeut d'ar skolidi ha liseidi. Goude un hir a labour lenn kaset gant tud a youl-vat o tont deus pep lec'h e Breizh, hag ul labour difaziañ graet gant Corinne ar Mero, e oa tro ar vaketennourez, ha da Owen Poho da beurlipat an destenn hag ar c'holoioù.

Mont en dro ar priz

Ret eo da bep skolaj pe lise kas ur fichenn enskrivañ o venegiñ niver a levrioù o deus da gaout. E miz Here e vez kaset an holl levrioù, brudet e saloñs Karaez e lec'h ' vez gwelet ar pemp skrivagner o tabutal hag o kinnig o skridoù. Ugent kelenner, ugent giz : tud 'zo a laosk ar re yaouank da lenn o-unan, tud all a lenn an destenn a-bezh, kuit d'ar re yaouank da adlenn er gêr, pedet e vez ar skrivagnerien da zont, klasket e vez sevel skridoù ivez ...

Ur wech lennet an holl e vez lakaet ar re yaouank da votiñ evit al levr muiañ karet ganto. Roet e vez ar priz e-barzh ur skolaj pe ul lise, disheñvel pep bloaz.

Al levrioù nevez

Ur rummad gant skeudennoù diabarzh evit ar re yaouankañ : «Kornogpell», un istor gant avanked, Indianed, dizoloet gant poltreder ar c'hevandir kozh (Jakez Erwan Mouton), «Avalon», an trede lodenn avanturioù Seanead, drouizhez bro Iwerzhon e kreisteiz bro C'hall (Pierre-Emmanuel Marais), «Lunedoù Fanch» istor raket ur mab archerien en ur skolaj nevez (Yann-Fanch Jacq).

Evit ar re vras (trede/lise), daou dastumad daneveloù, istorioù kriz tud a zo etre pennfolliñ pe dreuzvevañ : «Azigoragazar» (Mich Beyer) ha daneveloù tud Breizh war an hent, istorioù karantez, glac'har ha fent gant «Tu pe du» (Herve Lossech). Ur roman a zo memestra, hini Yann Fanch Jacq : «E c'hornig va c'halon».

Evit gouzout hiroc'h : 06 79 14 96 87

lec'hienn ; (voir le site)

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 1 ?