Marv eo Martial Pézennec

Disparition publié le 6/09/10 11:25 dans Nécrologie par Philippe Argouarch pour Philippe Argouarch
https://abp.bzh/thumbs/19/19684/19684_1.jpg
Luc'hskeudenn Skol Uhel ar Vro.

Martial Pezenneg a zo ur soner hag a zo bet oberiant e bed ar sonerezh hag an dañserezh breizhek. Marvet eo bet Martial Pezenneg e Roazhon dec'h, d'ar 5 a viz Gwengolo.

Ganet e oa bet e 1933 e Groñvel. Aet e oa e-barzh Kelc'h keltiek Groñvel e 1946 ha da soner e Kevrenn Rostrenenn e 1948. Kengrouer Kelc'h Keltiek Abati Langoned (Korollerien an Ele) e oa gant Sam Le Poupon ha Fañch Auffret e 1952.

Adalek 1953, ez a da soner e Kelc'h Keltiek Roazhon hag e Kevrenn Roazhon. Gant Jean-Yves Roche e krou ar bagad evit ar vugale Yaouankiz Breizh a zeuio da vezañ Bagad Kadoudal. Mont a ra tre e bodad renerezh Bodadeg ar Sonerion (BAS) e 1962. Titl gwellañ soner daou-ha-daou e Breizh e 1963 a dap gant e vignon Sam Le Poupon ha gantañ ec'h embann meur a bladenn sonerezh : «Dañs Fisel», «Au pays des Mille Boutons», «Noce bretonne à Plouray».

Distroet d'ar vro e 1967 e sav un ti-moulañ (Ti-moulañ Kreiz-Breizh) e Rostrenenn. Engouestlet eo neuze e buhez sevenadurel, armerzhel ha kevredigezhel ar vro. Krouer ha kadoriad Foar-diskouez Kreiz-Kornôg Breizh eo neuze hag e ro lañs da gevredigezh kevelouriezh Rostrenenn gant Kantirk (Iwerzhon). Dilennet eo e kuzul kêr Rostrenenn ha deuet oe da vezañ bes-maer e 1983.

E 1982, e voe dilennet e plas Polig Monjarret e penn BAS. E-pad 9 bloaz e vez addilennet. Asantiñ a reas e 1986 derc'hel post kadoriad kreizienn sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour, e-lec'h ma chom e-pad 13 bloaz. He c'hadoriad a-enor eo bet da c'houde. Diouzh un tu all, ezel meur a gevredigezh e chom (SUAV, «Glenmor : An distro», h. a.)

(digant wikipedia)

.

E Roazhon e zegouezho e obidoù, d'an 9 a viz Gwengolo en iliz Sant Stefan da 2 eur goude merenn.

Philippe Argouarch


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 0 ?