Enkadenn al laezh : an hent dall

Enquete publié le 2/09/10 19:42 dans Langues de Bretagne par Gwenael Dage pour Ya !
t:1
https://abp.bzh/thumbs/19/19646/19646_1.jpg
War an atant 65 buoc'h-laezh e labour Alban Huguenin hag e dad.

Betek an 12 a viz Eost o doa an embregerezhioù-treuzfurmiñ evit ober kinnigoù nevez d'ar beizanted a-fed priz al laezh evit ar mizioù da zont. Kavet zo bet un emglev met n'eo ket diluziet pep tra c'hoazh.

.

E 2008, goude meur a vloavezh fall, e oa bet uhel-tre ar priz. Abaoe daou vloaz ne ra nemet diskenn ha degas a ra kudennoù d'ar broduerien. Bloaz zo, d'an 3 a viz Even 2009, goude ar reuz bras hag ar skuilhañ laezh war ar parkeier, e oa bet sinet un emglev gant perzhidi ar chadenn broduiñ met ne oa ket bet lakaet da dalvezout. Kaoz a oa eus ur c'hresk a 10 % war ar priz roet d'ar beizanted. Da geñver an emgavioù zo bet e fin ar miz-mañ eo en em glevet an dud war ur gounid a 31 € evit 1000 litrad, war ur priz a 324 €/1000 l evit laezh miz Gouere en eil trimiziad ha war 339 € evit an daou viz goude. Pelloc'h c'hoazh eo aet ar berzhidi. Adalek bremañ e ranko priz al laezh gall bezañ liammet gant an hini alaman. Biken ne c'hello bezañ ouzhpenn 8€ keroc'h eget en tu all d'ar Rhin.

.

Ar c'hotaioù war o zalaroù

Er bloavezhioù 2003, da heul pouez broioù norzh Europa, e oa bet divizet ne vefe ket mui eus ar c'hotaioù war al laezh adalek 2015. Hiviziken e vez kinniget d'ar beizanted paouez da broduiñ. 8250€ a vez prometet d'ar peizant en deus ur c'hota a 165 000 litrad war ar bloaz, ma tard ar bloaz-mañ. Ma c'hortoz pelloc'h e kollo 25 % war ar yalc'had, evit bep bloaz o tremen, betek 2013. “Se n'eo mat nemet evit ar re gozh pe ar re o deus un dra bennak all e-kichen” eme Jean-Jacques Perrot, produer e Gwitalmeze. Gant an doare-se e vo kresket an atantoù a chom betek en em gavout war skouer Alamagn pe Danmark e-lec'h ma c'heller kaout atantoù bras, betek 900 buoc'h-laezh enno.

.

Doareoù all kinniget

“Un hent fall zo bet kemeret ganto” a ziskleir Jean Cabaret, eus Rostrenn, mouezh-aotreet ar C'honfederation Paysanne, ur sindikad ha ne vez pedet morse d'an emgavioù war priz al laezh. “Kentoc'h eget dibab ar priz hervez ar marc'had, pa hervez ar priz alaman, eo dav jediñ pegement e koust d'ar beizanted produiñ anezhañ. Dindan 350 €/1000 l, ne c'hell ket an den bevañ diwar frouezh e labour.” Hag eñ da sevel a-enep ar mod nevez a vez gant atantoù Bro-Danmark a zeu da vezañ embregerezhioù gant tud o postañ arc'hant enno, pe reoù ar Stadoù-Unanet e-lec'h ma oa bet lazhet, tri bloaz zo, 15 % eus an holl saout-laezh evit kempouezañ kontoù ar produiñ laezh. “War un hent-dall emaomp” emezañ c'hoazh. “Padout a raio un 30 pe 40 vloaz evel-se c'hoazh hag echu.” Un hent all a fell da Jean Cabaret kinnig, troet war an implij tud, war an diwall ouzh kalite an dour, ouzh kalite ar produioù lakaet e gwerzh, war grennañ war ar c'hementadoù ha lakaat prizioù dereat. E brezegenn avat, ne vez ket degemeret c'hoazh gant ar sindikadoù bras hag ar stalioù treuzfeurmiñ-laezh pa n'int ket prest da bediñ e sindikad d'o emgavioù.

.


Vos commentaires :
Vendredi 3 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.