O Breizh ma bro ... e kreiz ar festival ?

Éditorial publié le 7/08/10 12:04 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/19/19382/19382_1.jpg
Dre chañs oa ur fest-noz sal Carnot ...
izoh2cxxpagh69pb.mp4

Nozvezh gentañ festival an Oriant, leun chouk abadenn Cranberries gant 10 000 a dud, «friko boued mor» (cotriade) gant re a dud (ret e oa d'an dud o doa prenet bilhidi gortoz un eurvezh hanter evit bezañ restaolet).

Pelec'h emañ ar pavilhoñs bras gouestlet da Vreizh e lec'h e oa ar C'Halisia, bro Skos, bro Gembre ... ar bloavezhioù paseet ?

N'emañ ket aze. Bihanoc'h hini C'Halisia ar bloaz-mañ met brav atav, gant danserien e-barzh. Asturia : stand bihan, Australia : ur bern traoù da werzhañ, evelboaz. Met pelec'h o deus lakaet ar vro enoret ar bloaz-mañ ?

Ma ... evel ar bloaz paseet a-benn ar fin. Savet oa bet ur skritell vras skrivet «Kae Breizh» warni, ha garlantezennoù Nedeleg a-us da standoù an artizaned.

Deomp pelloc'h, marteze ... Ket, heñvel-poch ouzh ar bloaz paseet, memes leurenn, memes stal evit ar boued), ha sonerezh war al leurenn ... deus Asturia (la Col.la Propinde) !

Ale, paouez da bismigañ, sell, stand Diwan zo brasoc'h, kamaraded Breizh unvan a zo bev c'hoazh da 23e30 evit gwerzhañ pegsunioù banniel Breizh, ma doue, ma doue, kalz arc'hant zo bet lakaet e bruderezh ar festival, evit degemer ar strollad a zo e porzh An Oriant fennozh, met sur a-walc'h n'eo ket bet dispignet kalz evit enoriñ ar vro deomp-ni ! Buan, d'an ostaleri evit evañ ur banne gwin gwenn Naoned a zo bet tennet deus tavarnioù ofisiel ar festival !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 0 ?