Film kentañ Katell : etre fent ha droug fent, etre relijion ha c'hoant kuzhet ...

Dépêche publié le 5/08/10 11:07 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour ABP
t:1
https://abp.bzh/thumbs/19/19358/19358_1.jpg
Lio hag Anna ar vamm hag ar verc'h

Kaset oa bet ur sapre labour da benn gant Katell Quillivere : sevel ur film hir e Breizh gant aktourien brudet-tre, Galabru, un tad-kozh dispar, a ra goap ouzh ar veleien, gant ur c'hoant bevañ divent, Lio, anavezetoc'h evit bezañ juri e "star nevez" oc'h ober ur vamm dilezet gant he gwaz. An aktourez yaouank, Anna, Clara Augarde, a c'hoari brav. Un dudenn n'eo ket aes da c'hoari koulskoude : bevañ disparti he zud, ur relijion bounner tro dro dezhi, hag ar santadurioù karantez kentañ evit ur paotr yaouank, kalz yaouankoc'h eviti, gant ur vouezh bugel.

Brav ar skeudennoù, ar sonerezh. Brav c'hoari an aktourien. Neuze, petra a vank ?

Marteze eo skeudenn ar relijion a-vremañ. Marteze eo bet mesket ganti bed bugaleaj ar filmourez ha bed a-vremañ : n'eus ket mui a gador-konfes, n'eus ket mui a hunvaoù gant kement-se a weleoù asambles, n'eus ket a laz-kanañ e pep iliz evit kanañ ken brav ... Kollet un tamm an arvester etre bed ar bloavezhioù 2010 hag hini bloavezhioù 1980.

Munudoù eo, ha Katell a lâr e oa bet mesket he envorennnoù (desavet oa bed e feiz kristen hag ur bern goulennoù he doa, film he bugaleaj eo) gant senario ar film. Ne gred ket mui, met diskleriañ a rae e Cannes : " hiziv an deiz e vez 60% a dud e bro C'hall a lâr int kristen".

Ur film a ya difonn, disheñvel mik deus bed ar filmoù faltazi, leun a feulster, hag a skeudennoù a cheñch alies. Heuliet e vez Anna o pourmen war hentoù Breizh, dirak kalvar ha chapel menez Mikêl Brasparzh, iliz Brest... Hiziv an deiz, en ur bed en deus disoñjet peseurt ster reiñ d'ar vuhez, eo diouzh ar c'hiz adklask war zachenn ar relijion. Priziet oa bet e Cannes ur film all asambles gant hini Katell : "Des hommes et des dieux" (maneti Tiribine, e Magreb,e lec'h oa bet lazhet menec'h bro C'hall).

Skignet e vez ar film-se e pep lec'h e Breizh hag e vo adwelet e gouel ar filmoù.

Evit gouzout hiroc'h :

En iliz Brest : penaos eo bet savet pennad diwezhañ ar film (Arte) (voir le site)

Atersadenn Lio ha Katell e-pad festival Cannes

(voir le site)


Vos commentaires :
Lundi 29 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.