Stajoù e brezhoneg : plijadur en ti-feurm

Rapport publié le 31/07/10 13:02 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/19/19308/19308_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/19/19308/19308_2.jpg

Nozvezh diwezhañ ar staj «Plijadur en ti-feurm». Pedet oa bet kanerien kan ha diskan ar vro, strollad «les canards de l'Isole», ha maouezed o fardañ krampouezh evit ar strollad 40 a dud.

16 bugel etre 8 ha 12 vloaz o tont deus Banaleg, Plomeur, Tremeven ... oa asambles e-pad ur sizhun evit dizoleiñ an ti-feurm, c'hoari barzh ar plouz, mont da c'horo ar saout, da glask anezho er parkeier, da zizoleiñ an natur brav-eston a zo e trowardroioù Skaer.

Trede bloavezh labour ha kenlabour gant Gi Penseg, labourer douar boaz da zegemer ar vugale hag Emmanuelle Pele, ar renerez. Desket ganti ar brezhoneg e 6 miz gant Stumdi, deuet eo a-benn da ren stajoù vakansoù e Brasparzh hag e Skaer, o vodañ tro dro dezhi ur skipailh efedus. Mod-se e vez tremenet vakansoù plijus, e brezhoneg, gant brezhonegerien laouen da dremen un tamm amzer gant bugale a oar bremañ penaos e vez graet an amann, da betra servij privezioù sec'h, ha desket ganto paozioù gavotenn ar vro, eveljust !

Tost 600 bugel a zo o vakansiñ e brezhoneg er Chapel Nevez, an Oaled, e Redon, St NOlff ... Chom a ra un nebeut plasoù evit stajoù miz Eost. Evit gouzout hiroc'h : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 5 ?