D'ar meurzh 13 a viz Gouere e oa bet roet get Kerlenn Sten Kidna, an diplomoù d'an dud o doa graet berzh da geñver ar priziadennoù savet get DAO (Deskiñ d'an oadourion). Diazezet eo ar priziadennoù-se àr portfolio european ar yezhoù. Kinniget e vezont d'an tri live kentañ (A1, A2 ha B1) nemetken. N'eus hani ebet evit al liveoù uheloc'h betek bremañ. 55 den o deus bet o diplom : gourc'hemennoù dezhe ! Heuliet o deus kentelioù e Karnag, e Lokmaria-Kaer, en Alre hag e Pleuwigner. Kaourintine Hulaud, kuzulierez rannvroel, ha Lionel Buannic (e penn lec'hienn Brezhoweb, e-lec'h ma vez skignet abadennoù tele e brezhoneg), a oa bet pedet evit reiñ an diplomoù dezhe. Gourc'hemennoù d'an holl hag a-benn an 13 a viz Gwenholon evit an distro-skol!
Kerlenn Sten Kidna : 02 97 29 16 58. stenkidna2@wanadoo.fr
■