Slovakiz : emrenerezh, folklor ha sevenadur

Rapport publié le 11/07/10 11:35 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/19/19046/19046_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/19/19046/19046_2.jpg
jx8jvveqm8ajhxal.mp4

Pa gomzer gant Slovaked, souezhet e vezer gant ar pezh a zo anat evito hag a zo ken diaes evidomp, Bretoned : emren int (abaoe 1993), komz a reont o yezh (ar slovakeg), ha desket o deus, buan a-walc'h ober gant an ekonomiezh ur vro 5 million a dud. Hag int da c'houlenn diganeomp : «hag evidoc'h, Bretoned, pegoulz e vo an emrenerezh ?»

Ma, «pegen hir, hir, eo an hent», 'giz oa bet lavaret gant Nolwenn Korbell. Komunisted e oant ... ha ni, en ur vro demokratel, o toujañ ouzh gwirioù an dud, o yezh, o sevenadur ... ?

Evit ar pezh a sell ouzh o folklor, ne c'heller ket lavarout eo folkloraj : kanet ha danset e vez atav e-pad an euredoù e Slovakia. Kalz hon eus, 'm eus aon, da zeskiñ diganto : kanañ a reont en ur zañsal, tremen a reont deus ar c'han d'ar sonerezh, ha diaes eo da grediñ pegen aes e teu dezho dansal traoù luziet-kenañ, gant un tizhder spontus !

Hag int da lavarout d'ar baour gaezh Marjanig Breizh : «Aet omp da Vreizh, peogwir, amañ, evidomp Slovaked, eo ar vravañ vro a zo en Europa». Ma ouifent ...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 9 ?