Staj brezhoneg hañv Ar Falz e Plijidi

Communiqué de presse publié le 8/07/10 22:18 dans Langues de Bretagne par Jean-René Le Quéau pour Skol Vreizh
t:1
https://abp.bzh/thumbs/19/19024/19024_1.png

Ar Staj brezhoneg hañv Ar Falz a vo displeget ar bloaz-mañ el lise Diwan Plijidi adalek ar 16 a viz Eost betek an 20.

Petra eo staj Ar Falz ?

Ur staj yezh

Gant ar c'hentelioù, ar stalieroù, ar c'han ez eus tu da bep-heni da zeskiñ, da beurzeskiñ pe da wellaad e vrezhoneg. Klask a reomp ober gant ar brezhoneg ar muiañ ar gwellañ.

Ur staj sevenadur

Dre ar baleadennoù, an diskouezadegoù hag an divizoù diouzh an noz, e kavo kement heni un tañva eus sevenadurioù ar vro : istor, lennegezh, buhez an dud...

Mont pelloc'h gant ar yezh

Ouzhpenn al liveoù a vez kavet e kement staj brezhoneg zo, e kennig Ar Falz ul live uhelloc'h, d'ar studierion ha d'an danvez kelennerion. Eno gant alioù kelennerion a-dres, e vez studiet testennoù lennegel, kazetennerezh, pe c'hoazh poentoù yezhadur resis (fazioù gwraet gant an nevez-vrezhonegerion, liveoù ha stummoù yezh, hag a beb sort...)

Ar c'hentelioù

1 - Deraouerion

2 - Peuzderaouerion

3 - Pleustriñ war ar yezh

4 - Evit mont pelloc'h

Ar stalieroù

1 - Skrivañ romantigoù

2 - Kanal (kanañ) e brezhoneg

3 - Sanadur a vouezh uhel

4 - C'Hoarioù hengounel

Priz ha titouroù all

Kentelioù, bod ha boued En oll : 210 €

Familhoù adaleg 3 a dud Distaol : 25 %

Kamproù 'zo er greizenn; n'ankouait ket digas ur sac'h-kousket hag ul liñser-golo da lakaat war ar gwele.

Tu a vo da arruoud d'ar sul d'enderw-noz (ne vo ket alejet koan) ha moned kuit d'ar sadorn da vitin (goude lein) heb muioc'h a zispign.

Muioc'h a ditouroù gant

Jean-Claude Le Ruyet

postel : kly.leruyet@orange.fr

Enskrivadur

Sekretourva :

Ar Falz / Skol Vreizh

41 kae Leon

29600 Montroulez

 skol.vreizh@wanadoo.fr

Tél: 02 98 62 17 20

Pe kasit ar follen-enskrivañ-mañ d'ar sekretourerezh.


Vos commentaires :
Dimanche 28 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 0 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.