Traoù kouer, gant Herve Bihan

Présentation de livre publié le 6/07/10 11:53 dans Langues de Bretagne par Tudual Huon pour Tudual Huon
https://abp.bzh/thumbs/18/18978/18978_2.jpg

Herve Bihan 'zo bet ganet e Landreger e 1956. Kelenner brezhoneg eo e Skol-veur Roazhon 2 abaoe ur pemzek vloaz bennak. Ren a ra ar gelaouenn yezhoniezh Hor Yezh abaoe 1996. Tro en deus bet da embann danevelloù er gelaouenn Al Liamm hag ivez troidigezhioù diwar ar saozneg, ar spagnoleg, ar galizeg hag ar c'hembraeg, koulz e-barzh Al Liamm hag e-barzh Al Lanv.

Goude ma vije kriz a-walc'h an darvoudoù kontet gant Herve Bihan en e zanevelloù e tifluk prim hag en un doare dic'hortoz alies fent ha mousfent an Tregeriad a zo anezhañ.

Lod eus an danevelloù a zo tost kar d'an danevelloù polis: memes framm, memes entan, memes from. Mont a reer da heul ur “serial killer” pe ur paotr yaouank trelatet gant ar relijion ha war glask ur garantez na c'hell ket kaout, kejañ a reer gant ur c'higer aet skuizh gant e wreg ha mestr war ar c'hoari kontell...

Liesseurt eo an tudennoù er bed krouet gant Herve Bihan: kelennerien, klaskerien-vara, tud paour, lonkerien, hailhoned ha menec'h int ha kement hini anezho a c'hoari e berzh, mat pe fall, e poull-tro ar vuhez lusket gant karantezioù brevet, barradoù alfo ha dizesper, hurlinkoù deuet da wir, digasted ha sotoni an dud...

Lakaat a ra ivez Herve Bihan war-wel goulioù a vez pell o pareañ pa'z eus kaoz gantañ eus tonkad kriz ur paotrig yuzev e-pad an eil brezel bed pe mac'homerezh an arme c'hall en Aljeria.

Skignet gant Coop Breizh

148 p. – 13 x 20 cm

Gouere 2010

ISBN 978-2-7368-0079-6

12 €

Al Liamm

14 Louzaouenn-an-Hañv / rue du Muguet

22300 Lannuon

02 96 48 03 00

kab@brezhoneg.org


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 4 ?