Adaozañ ar vro : ar gwallefedoù evit Breizh. Emvod-titourin e Karaez d'an 6 a viz Gouere

Communiqué de presse publié le 2/07/10 10:32 dans Politique par Mona Bras pour Mona Bras
https://abp.bzh/thumbs/18/18917/18917_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/18/18917/17860_1.jpg

Kevrenn Kreiz Breizh Unvaniezh Demokratel Breizh a aozo un emvod-titouriñ diwar-benn efedoù spontus raktres adreizhañ tiriadoù Sarkozy

D'ar Meurzh 6 a viz Gouere da 7 e 30 da noz e sal ti embreregezhioù Karaez T.G. Kerampuilh (e-kichen Leurenn Glenmor).

Mont e-barzh frank

Raktres « adaozañ ar vro » N. Sarkozy hag ar gwallefedoù a vije evit Breizh

Ar raktres adaozañ ar vro bet roet lañs dezhañ gant N. Sarkozy e miz Here 2009 a zo bremañ tabutet warnañ er Parlamant. Degemeret eo bet da vare al lenadenn gentañ gant Bodadenn Vroadel Bro-Frañs d'an 8 aviz Mezheven. Adlennet e vo gant ar Sened adalek an 28 a viz Mezheven. Presidant ar Republik hag e gentañ-ministr a vanka dezhe ma vo degemeret da vat al lezenn-se a-raok miz Gwengolo.

Kristian Guyonvarc'h, kuzulier UDB er Rannvro, bet-eñ bezprezidant ar Rannvro, a zisplego deomp efedoù an adaozañ-se war hor bro : diskaret e vo rannvro Breizh e-giz tachenn da ziviz eus dazont ar Vretoned, paouezet e vo gant emrenerezh ar rannvroioù evit ar pezh a sell ouzh ar sevel tailhoù, gwashoc'h e vo c'hoazh an diforc'hioù etre ar rannvroioù, hag echuet e vo gant parder ar baotred hag ar merc'hed er politikerezh. Kement-se a rankje broudañ ar Vretoned da c'houlen ur gwir c'halloud hag an emrennerezh evit Breizh.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 6 ?